Embannet em eus amañ dindan levrioù dreist eus al lennegezh vrezhonek. Skrivet ’int bet e brezhoneg. Ma c’hellez komz anezhañ, bez en ez aes da lenn an holl. Anez… desk anezhañ, ur yezh eus an dibab eo ! If you REALLY don't want to learn it, choose another language here below.
Bez ez eus 271 testenn da lenn bete-bremañ, pezh a ro deomp ur bras a zibab, hag an tu da gavout an testenn a lakfe ac’hanomp da vout eürus ma ne gemm ket hor buhez, piv a oar ? ...Pezh a gas ac’hanomp d’ar bouezusañ : Penaos en em gemerout evit kavout an destenn a blij deomp ar muiañ ? Kalz anezho a zo ! Well, I think it's better off having many ways to go about it:
Klevet hoc’h eus d’an diskar-amzer, E-kreiz an nozvezhioù teñval, Pa lamm ar mor bras dreist ar reier, Pa vez an avel o yudal, Klevet hoc’h eus, e traoñ d’ar menez, Ur jabadao ken kounnaret, Ma ro d’ar spered spont hag enkrez ? Tec’hit diouzh ar c’horriganed.
Dorn-ouzh-dorn a-dreuz ar bodennoù, En ur zañsal, en ur ganañ, Ez eont da glask er gwenodennoù,...
En amzerioù kozh-gwechall Pep korn a Vreizh ’oa ur marvailh : ’Oa ket ur poull nag un hent don N’Dije o duz, o c’hornandon ; ’Oa ket ur c’horn en ur barroz Hep korred ha lutuned noz.
En amzer nevez a renomp O c’hlask en aner a refomp : Bonapart gant e ganolioù ’Neus o skarzhet diwar ar vro.
Ar c’horr, al lutun hag an duz Zo aet ’b’oe pell amze...
Me zo ganet e-kreiz ar mor Teir lev er maez ; Un tiig gwenn du-hont em eus*, [W em es] Ar balan ’gresk e-tal an nor Hag al lann a c’hol’* an avaez. [c’holo] Me zo ganet e-kreiz ar mor, E bro A...
En amzer goloet gant an deñvalijenn, ’Barzh an amzer gozh-gozh, ’raok an amzer gristen, Ken kozh, ken eo kollet diouti an eñvor, Moarvat nebeut amzer goude dic’hlann ar mor ; Gouenn veur ar C’heltied, savet ’barzh an Azi, ’Ziskennas d’an Europ da glask douar ha ti.
Ganet ’n ur vro e-lec’h e oa c’hoazh an doare Deus an tadoù kentañ, kelennet gant Doue, Noe hag A...
Bihan ’vel ur c’hwibuenn a-zindan ar c’hoabr glas, En draonienn, er menez, pe c’hoazh war ar mor bras, An den, petra ’c’hallfe talvezout war an douar ? Daoust hag ar soñjezon a nij eus e spered Ne c’hallfe ket pignat dreist an heol, ar stered, Betek ur sklêrijenn ha n’he deus ket he far ?
Eus a vil vloaz da vil vloaz pa weler ar reier O chom hep uzañ tamm a-zindan ...
Degasit din, m’ho ped, mignoned, Va zelenn gozh evit mervel ; Marteze, ’raok ma ’m bo peursonet, E teuy an Ankoù da’m gervel ; Degasit atav Va zelennig vrav ’Meus ganti keit all c’hoarie...
Noz eo. Sioul an deñvalijenn. A vare da vare, c’hwitelladenn ur marc’h-du, er pellder. Va c’heneiled a gousk, dianken. Ar c’housked a bella ouzh va orilher, Perak ne gouskan ket, ’vel ma ra ar re all ?... Petra a vir ouzhin ?...N’ouzon ket. Va daoulagad a sell dirazo, difiñv, Hag a glask war ar voger skeudennoù an amzer gwechall. Gwasket eo ...
Perak genel, Doue, peogwir n’eo ar vuhez Nemet ul luc’hedenn o tremen war ar bed ; Peogwir n’eo nemet tristidigezh, Ha teñvalijenn hag anken ? Perak d’ar sklêrijenn ’tigor hon daoulagad, Peogwir ’vent, peurvuiañ, leun a zaeroù c’hwerv ? Perak e valeomp dindan an oabl garv, War hentoù leun a spern, i ruziet gant hor gwad ?
El liorzh broutac’het, ar rozegoù A stou d’an douar o bleunioù limestra ha divi. El liorzh broutac’het, ar bleunioù Zo stouet ha difiñv, evel pa vezont o pediñ.
E poultrenn an alezioù... mezv Gant heol tomm pe wad berv, Al labousedigoù en em dag etrezo, Gant c’hoant en em barat.
En oabl skedus ha goret e pign ur goumoulenn : Koumoulenn ruz... Ha glav h...
Bemnoz, kerkent ha ma veze ar gouloù war enaou, em c’hambr dizarempred e nije ur valafenn, hag e c’hoarie er sklêrijenn, bemnoz, bemnoz, evel va huñvreoù.
E sklêrijenn o krenañ e krene an eskell, ha bemnoz ha bemnoz, e tenesae dibreder ouzh ar sklêrijenn c’hell, ar valafenn noz.
Henozh emañ pellgent an deiz kentañ eus ar bloaz, an deiz kentañ eus ar bloaz mat ; ra viro an Aotroù Doue maouez ha gwaz diouzh anken ha kalonad.
A-hed an amzerioù tremenet pe da dremen, ha koshoc’h e vezomp goude ur bloavezh all, pirc’hirined dizesk ha dall, mibien reuzeudik mab-den ? Nann, ne goshaomp ket dre ma’z eomp war an oad. Eus hon derou henañ da ...
Pa zigor en hentoù ar bleunioù a garan, e kan, er beure hañv, ar balafenned gwenn.
En hentoù gwaskedet, brizh-heoliet o leton, - gwenan o safroniñ, eostiged o kanañ - e frond tanav ar gwezvoud, e nij ar balafenned, ar balafenned hañv.
E kammigellont dibreder, en hentoù a garan.
E c’hoariont en heol, a vleuñv da vleuñv, a-hed ar c’hleuzioù,...
E-barzh er palez kaer e-lec’h m’emañ bremañ Ene va mignonez eürus da viken, Na me ’garfe gallout tañva, da vihanañ, Eus he levenez bras ul lodennig hepken !
Met, siwazh ! kaer em eus en em glemm ha gouelañ, Chadennet e choman e prizon-kig an den, Hep gallout da’m ene, skuizh gant buhez ar bed-mañ, Digeriñ bras an nor a gas d’ar sklêrijenn.
Adela, ar gwennili Zo aet pell deus hon bro-ni ; Nijet ’int dreist ar mor sall Da ’n em garet ’n un neizh all ; Ha me ’ranko ’pad ar goañv Chom ma-unan-penn du-mañ...Pegoulz d’ho tad ar goulenn ? - Pa vo delioù er spern-gwenn.
Adela, ar goañv kalet E roched skorn ’neus taolet ; Ar bokedigoù, dre-holl, A c’hoarzh ouzh tommder an heol. Penn-da-be...
Neuze ’tegouezhas din distreiñ va daoulagad War un daolenn vantrus, war diwezh un argad.
’N un draonienn zu, treuzet gant ur stêr leun a wad, Tri Breizhad, tri hepken, a zalc’he troad-ouzh-troad Ouzh ur strollad Saozon, droug enne ha kounnar Dre ne c’hallent gwintañ an tri-se d’an douar E-giz m’o doa gwintet an holl gadourien all. ...
O c’houzout n’he doa ket da vevañ pell amzer, Un devezh eus ebrel, va mignonez ken ker, Gant ur vouezh izelik, a gomzas evel-henn :
« Mignon, gwel pegement an heol a zo laouen, Ur wech c’hoazh me ’garfe mont a-dreuz ar maezioù, Evit gallout gwelloc’h sellet ouzh an Neñvoù ; Heol an nevez-amzer da’m c’halon zo ken c’hwek ! »
Me zo ganet e-kreiz ar mor Teir lev er maez ; Un tiig gwenn du-hont em eus*, [W em es] Ar balan ’gresk e-tal an nor Hag al lann a c’hol’* an avaez. [c’holo] Me zo ganet e-kreiz ar mor, E bro A...
Brezhoneg, yezh santel, dit e fell din kanañ Eus a greiz va c’halon va meuleudi granañ : Ra nijo da c’herioù sonus war va zelenn ’Vel richan an eostig diwar veg an dervenn !
Keit ha m’heller toullañ noz an amzerioù pell E klever da gomzoù gant kounnar o sevel, Komzoù pounner, krozus, garv ’vel ar Gelted, O tiruilhal gante dreist ar pobloù spontet.
Ne c’houlennit ket piv zo aze. Goût a rit Emañ me en em stlej e toull ho tor arre : En ho kalon, Jezuz-kariad, Jezuz karet, Deut ’on da ziskargiñ ma c’halon, rak barr eo.
Deut ’on. Diwezhad eo. An noz dall a zisoc’h, A c’hronn ar mor, hag an tier, hag ...
Gallout a rez ouzhpenn kavout testennoù eus an dibab em eus renket diouzh o dodennoù pennañ, evel karantez, natur, istor hag all. Mat, anzav a ran ivez em eus-me dibabet anezho, kement ha ken kaer ma c’heller ober ganti evel ma dibab.
You can even find your favorite author here below. If you don't know which of them is your favorite author, click here and there: you will certainly meet him at last. If he (or she) is still not there, just wait: new arrivals are continuously welcomed!
With more classical touch, I have listed all available books here below. You will find them ordered by number of likes, and some basic informations (author, country, date, gender) are also given. It may be useful if you want to read a whole book.
Any idea? Please do NOT hesitate to contact me, whatever it might be. Though I'm not wonderwoman (hmmm, and who knows after all?), you might be surprised anyway!
The texts above are all in the public domain under french law (70 years elapsed since the death of the author), but take notice that other laws may extend the term of protection.
Feel free to use the text for any purpose, but please mention this website! Of course, I would be grateful to those who report to me all errors or inaccuracies that might occur.