Landreger
106 👁 0 ★
Setu ar c’harr-post a Wengamp
Gant e gezeg d’ar pevar lamm.
Deut war o dor da glask keloù,
’Vel ’klevont ar grizilhonoù,
Ha tud Pontrev ha tud ar Roc’h :
Drilh-drilh-drilh-drilh, daou-ugent kloc’h.
Adarre d’an hent ar c’harr-post,
Pemp a ganfarded ouzh e lost ;
Na den goude, met dall ar forn,
Lez ar c’hoad ’astenne he dorn.
****
O vont neuze gant an dosenn,
Un tremeniad ’droas e benn,
E benn ’zistroas da welet
An hent war e lerc’h ’hed da hed.
’Bep tu d’an hent un dastum gwez
’Lec’h al laouenan ’varvailhe,
Souezhet hennezh ’gavas penaos
An hent bras ’dreuze koadoù kozh ;
C’hoazh ouzh ar c’hleuz, ’vel er c’hoadoù,
Da dud vuntret ’save kroazioù.
Pe tro-war-dro c’hwezh ar spern-gwenn,
’N ur c’hloz ’soñjas ’oa o tremen.
Amañ falc’herien ’dreñv d’ar gleud* [gloued]
O falc’h ’lemme gant ur maen treut ;
Hag i da lammat ar gleud voan,
C’hwec’h pe seizh, evit mont da goan ;
Taolet filc’hier ’mesk ar melchon
’Barzh an dumpor ’oa en hent don,
Ar paotr-karr ’roas e daol skourjez :
’N dumpor a-raok, ’r re-mañ goude,
Daou-ha-daou, skoulmet o divrec’h
’War o c’halon, evel menec’h.
Gant an dro-gorn pa’z int koachet,
Nemet an dumpor n’oe klevet,
Stroñs ar rodoù dre an hent-karr,
’Vel evit goriñ sklok ar yar.
Ar sklokeraj en ur bellaat
Nemet an avel o c’houignat
’Klever hirvoudus, an avel
A ren dreist ar c’hleuzioù uhel.
****
Ar re-se ’n o bugalerezh
’Deus selaouet hon avel kaezh,
Pa glemm, pe c’halv, pe gan, pe ouel,
D’ur vouezhig kaer o komz heñvel,
Er goañv ’vel kimiad an ene
Ha d’an hañv son ar garantez,
Biken ar re-se n’ankouafont
Traoniennoù Breizh a zo du-hont.
N’eo ket c’hoazh un draonienn ’lârfec’h,
Ken tost d’an neñvoù m’he gwelfec’h,
Bolz an neñv ken izel ’us Breizh
Gant koabr evel listri e-leizh ;
Ha m’eo chouk an neñv ken izel
E kan ken koantig an avel,
’Vel ar gurun sklêr ’ve klevet
Pa zirog an oabl tost d’ar bed.
Da gement ’zo Breizhad e plij
Mouezh ar goabrenn diwar e nij.
Evurus ar re ’mañ o zi
War zouaroù ar Vreizhidi,
O gwele war an draonienn-se,
Evit gouelioù re an oabl led,
Ar mor gant he gouriz en-dro
’Vel mamm-gozh o luskell atav !
****
Na spontit ket diwar ho tor
O klevout trouz a-du d’ar mor,
Tud a Landreger, na grenit :
Don ar mor-se, garv n’eo ket.
Ma fell deoc’h klevet en aod fall
Ar gazeg c’hlas o c’hourrizial,
Savet he moueñ ’hed ar stered,
An eon gwenn-kann distaolet,
Kement a soroc’h hag er c’hoad
Pa stourm ar bleizi ’kreiz ar gwad…,
Mont pelloc’h a ranko neuze :
Houmañ eo mor an drugarez.
Nep beleg eno ’heuilh ar groaz
N’eo diskennet ’lez ar mor bras,
Gant ar stol du, ’n e zorn ar beuz,
Da nouiñ ur vag en he c’heuz.
Ar mordrouz ’zeu gant ar wagenn
’Vit m’eo klemmus, zo hep anken.
Ur vouezhig ’glevfet ouzh an noz,
Gwerz ur mesaer war ar roz.
’Wechoù ’velkent ’ve leun ar poull,
Hag ar mor a ziskuilh un houl,
Un houlenn pe ziv ’laosk er vro :
Unan ’ya betek Pontrev,
Hag eben ’zamdosta d’ar Roc’h,
Sioul ha klouar, n’a pelloc’h,
’Vel dre he hun ’ra ur wregig,
Astennet ganti he brec’hig,
Ha dousik-dous ’kreiz an huñvre
A lâr anv he c’harantez…
****
Pa stagas ar c’harr-post e kêr
’Oa ’kouignaoua ’ti ar c’hleier.
Hag ur c’hloareg diwar e rez,
Breviel gantañ, ’vont e-maez :
- Demat deoc’h, hirie ma mammig.
Setu ho mab da velegig.
D’ar sul goude ar Sakramant
’Kanin m’ofer’nn-bred, ’vel ’po c’hoant. -
Outañ ’selle ’pad ar c’hloc’had
Ur verc’hig en ur galonad :
- Gwenola gwechall hec’h anv.
Ar baourez biken ne vleunio :
Aet he skiant vat gant Doue,
Ab’oe ma mab zo aet ivez. -
............................................
E Breizh, e-giz houmañ zo kalz :
Ar Werc’hez ra ’d ay d’o frealz !
Gant e gezeg d’ar pevar lamm.
Deut war o dor da glask keloù,
’Vel ’klevont ar grizilhonoù,
Ha tud Pontrev ha tud ar Roc’h :
Drilh-drilh-drilh-drilh, daou-ugent kloc’h.
Adarre d’an hent ar c’harr-post,
Pemp a ganfarded ouzh e lost ;
Na den goude, met dall ar forn,
Lez ar c’hoad ’astenne he dorn.
****
O vont neuze gant an dosenn,
Un tremeniad ’droas e benn,
E benn ’zistroas da welet
An hent war e lerc’h ’hed da hed.
’Bep tu d’an hent un dastum gwez
’Lec’h al laouenan ’varvailhe,
Souezhet hennezh ’gavas penaos
An hent bras ’dreuze koadoù kozh ;
C’hoazh ouzh ar c’hleuz, ’vel er c’hoadoù,
Da dud vuntret ’save kroazioù.
Pe tro-war-dro c’hwezh ar spern-gwenn,
’N ur c’hloz ’soñjas ’oa o tremen.
Amañ falc’herien ’dreñv d’ar gleud* [gloued]
O falc’h ’lemme gant ur maen treut ;
Hag i da lammat ar gleud voan,
C’hwec’h pe seizh, evit mont da goan ;
Taolet filc’hier ’mesk ar melchon
’Barzh an dumpor ’oa en hent don,
Ar paotr-karr ’roas e daol skourjez :
’N dumpor a-raok, ’r re-mañ goude,
Daou-ha-daou, skoulmet o divrec’h
’War o c’halon, evel menec’h.
Gant an dro-gorn pa’z int koachet,
Nemet an dumpor n’oe klevet,
Stroñs ar rodoù dre an hent-karr,
’Vel evit goriñ sklok ar yar.
Ar sklokeraj en ur bellaat
Nemet an avel o c’houignat
’Klever hirvoudus, an avel
A ren dreist ar c’hleuzioù uhel.
****
Ar re-se ’n o bugalerezh
’Deus selaouet hon avel kaezh,
Pa glemm, pe c’halv, pe gan, pe ouel,
D’ur vouezhig kaer o komz heñvel,
Er goañv ’vel kimiad an ene
Ha d’an hañv son ar garantez,
Biken ar re-se n’ankouafont
Traoniennoù Breizh a zo du-hont.
N’eo ket c’hoazh un draonienn ’lârfec’h,
Ken tost d’an neñvoù m’he gwelfec’h,
Bolz an neñv ken izel ’us Breizh
Gant koabr evel listri e-leizh ;
Ha m’eo chouk an neñv ken izel
E kan ken koantig an avel,
’Vel ar gurun sklêr ’ve klevet
Pa zirog an oabl tost d’ar bed.
Da gement ’zo Breizhad e plij
Mouezh ar goabrenn diwar e nij.
Evurus ar re ’mañ o zi
War zouaroù ar Vreizhidi,
O gwele war an draonienn-se,
Evit gouelioù re an oabl led,
Ar mor gant he gouriz en-dro
’Vel mamm-gozh o luskell atav !
****
Na spontit ket diwar ho tor
O klevout trouz a-du d’ar mor,
Tud a Landreger, na grenit :
Don ar mor-se, garv n’eo ket.
Ma fell deoc’h klevet en aod fall
Ar gazeg c’hlas o c’hourrizial,
Savet he moueñ ’hed ar stered,
An eon gwenn-kann distaolet,
Kement a soroc’h hag er c’hoad
Pa stourm ar bleizi ’kreiz ar gwad…,
Mont pelloc’h a ranko neuze :
Houmañ eo mor an drugarez.
Nep beleg eno ’heuilh ar groaz
N’eo diskennet ’lez ar mor bras,
Gant ar stol du, ’n e zorn ar beuz,
Da nouiñ ur vag en he c’heuz.
Ar mordrouz ’zeu gant ar wagenn
’Vit m’eo klemmus, zo hep anken.
Ur vouezhig ’glevfet ouzh an noz,
Gwerz ur mesaer war ar roz.
’Wechoù ’velkent ’ve leun ar poull,
Hag ar mor a ziskuilh un houl,
Un houlenn pe ziv ’laosk er vro :
Unan ’ya betek Pontrev,
Hag eben ’zamdosta d’ar Roc’h,
Sioul ha klouar, n’a pelloc’h,
’Vel dre he hun ’ra ur wregig,
Astennet ganti he brec’hig,
Ha dousik-dous ’kreiz an huñvre
A lâr anv he c’harantez…
****
Pa stagas ar c’harr-post e kêr
’Oa ’kouignaoua ’ti ar c’hleier.
Hag ur c’hloareg diwar e rez,
Breviel gantañ, ’vont e-maez :
- Demat deoc’h, hirie ma mammig.
Setu ho mab da velegig.
D’ar sul goude ar Sakramant
’Kanin m’ofer’nn-bred, ’vel ’po c’hoant. -
Outañ ’selle ’pad ar c’hloc’had
Ur verc’hig en ur galonad :
- Gwenola gwechall hec’h anv.
Ar baourez biken ne vleunio :
Aet he skiant vat gant Doue,
Ab’oe ma mab zo aet ivez. -
............................................
E Breizh, e-giz houmañ zo kalz :
Ar Werc’hez ra ’d ay d’o frealz !
Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.
Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?
Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.