An ofer’nn wenn
97 👁 0 ★
Houmañ zo un dra erru mat
Etre Landreger ha Langoad ;
Ken gwir erruet an dra-mañ
Hag emañ en neñv Sant Erwan.
Ha diwall zo ouzh an ifern
D’an hini ’zeskas an ofer’nn,
Hep he c’hanañ ’pad e vuhez :
Ur wech marv ’ranko neuze.
****
D’un nozvezh eta ur mezvier
Dre Lokmikael ’oa ’vont d’ar gêr.
Daouzek taol hanternoz ’skoas :
Hag eñ dalc’het war an hent bras,
’Vitañ en hent ne wele den ;
Nemet ’kleve tud o tremen,
Pe daou-ha-daou, pe tri-ha-tri,
O tont eus gardenn Minic’hi.
Na ger etre an eneoù.
Gant pep unan ’oa ur gouloù.
A-dreñv d’ar bale benniget,
E-giz ur manac’h dilerc’het
’Teue ur c’hloaregig e gwenn,
’Vel da ouelañ pleget e benn ;
’Vit lâret e ofer’nn gentañ
’Michañs ’teue gant ar re-mañ.
Burzhudus ’vije da welet,
Evel un aoter gempennet
D’an ofisoù ’kaner outi,
Sant-Mikael neuze ’lugerniñ,
Lugernus an tour tro-war-dro,
Ar c’hloareg ’vel m’oe aet eno.
Hag ur burzhud all e oa c’hoazh,
An eneoù war an hent bras,
Pep hini gant e c’houloù gwenn,
Evit selaou an oferenn.
****
Sav eta, sav, avelig-noz,
Da gas betek ar baradoz,
Evel pedennoù an aelez,
Ar c’hlemmgan a zeu alese,
Pedenn ha klemmgan pinijenn
Evit ar c’hloareg en anken ;
Rak ar re ’pedjont evitañ
En o buhez, ’ra c’hoazh bremañ :
D’ar re garet e chom atav
Ha koun ha keuz dreist ar marv.
Hag an avelig-noz neuze
Evel an ogroù a gane
’Us d’ar gouloù, pe ’vel ar groz,
Hep o mougañ, an avel-noz.
Ha goude ken burzhudus all
’Vije da glevout en noz dall
En-dro d’an tour o c’houl’ digor,
’Vel ouzh ul lestr, un evnig-mor ;
Teir gwech ’oe klevet, en noz-se,
Klemm ar goulm-mor a darnije ;
Evel kloc’h-galv d’an ofer’nn-bred :
- Introibo, - ’lâre bepred…
****
Deizioù war-lerc’h, ur baleer
’C’houl’e gant sakrist Landreger :
- Evit petra, teir noz a zo,
Emañ ar c’hleier ’vont en-dro ?
’Vit un tan-gwall eo marteze ?
- Evit danvez ur beleg eo,
Aet d’ar bed all hep ofer’nniañ,
A vrall ar c’hleier o-unañ.
Ha ne gavo ket ur c’holist
D’e ofis, eme ar sakrist,
Nemet ur mezvier, en hent don,
Ar pec’hed marvel ’n e galon.
Siwazh ! ’vit Ronan eo, marv
A-raok belegiañ ’n e vro…
****
Mard eo erruet kement-se,
Ra frealzo ’n Aotroù Doue !
Etre Landreger ha Langoad ;
Ken gwir erruet an dra-mañ
Hag emañ en neñv Sant Erwan.
Ha diwall zo ouzh an ifern
D’an hini ’zeskas an ofer’nn,
Hep he c’hanañ ’pad e vuhez :
Ur wech marv ’ranko neuze.
****
D’un nozvezh eta ur mezvier
Dre Lokmikael ’oa ’vont d’ar gêr.
Daouzek taol hanternoz ’skoas :
Hag eñ dalc’het war an hent bras,
’Vitañ en hent ne wele den ;
Nemet ’kleve tud o tremen,
Pe daou-ha-daou, pe tri-ha-tri,
O tont eus gardenn Minic’hi.
Na ger etre an eneoù.
Gant pep unan ’oa ur gouloù.
A-dreñv d’ar bale benniget,
E-giz ur manac’h dilerc’het
’Teue ur c’hloaregig e gwenn,
’Vel da ouelañ pleget e benn ;
’Vit lâret e ofer’nn gentañ
’Michañs ’teue gant ar re-mañ.
Burzhudus ’vije da welet,
Evel un aoter gempennet
D’an ofisoù ’kaner outi,
Sant-Mikael neuze ’lugerniñ,
Lugernus an tour tro-war-dro,
Ar c’hloareg ’vel m’oe aet eno.
Hag ur burzhud all e oa c’hoazh,
An eneoù war an hent bras,
Pep hini gant e c’houloù gwenn,
Evit selaou an oferenn.
****
Sav eta, sav, avelig-noz,
Da gas betek ar baradoz,
Evel pedennoù an aelez,
Ar c’hlemmgan a zeu alese,
Pedenn ha klemmgan pinijenn
Evit ar c’hloareg en anken ;
Rak ar re ’pedjont evitañ
En o buhez, ’ra c’hoazh bremañ :
D’ar re garet e chom atav
Ha koun ha keuz dreist ar marv.
Hag an avelig-noz neuze
Evel an ogroù a gane
’Us d’ar gouloù, pe ’vel ar groz,
Hep o mougañ, an avel-noz.
Ha goude ken burzhudus all
’Vije da glevout en noz dall
En-dro d’an tour o c’houl’ digor,
’Vel ouzh ul lestr, un evnig-mor ;
Teir gwech ’oe klevet, en noz-se,
Klemm ar goulm-mor a darnije ;
Evel kloc’h-galv d’an ofer’nn-bred :
- Introibo, - ’lâre bepred…
****
Deizioù war-lerc’h, ur baleer
’C’houl’e gant sakrist Landreger :
- Evit petra, teir noz a zo,
Emañ ar c’hleier ’vont en-dro ?
’Vit un tan-gwall eo marteze ?
- Evit danvez ur beleg eo,
Aet d’ar bed all hep ofer’nniañ,
A vrall ar c’hleier o-unañ.
Ha ne gavo ket ur c’holist
D’e ofis, eme ar sakrist,
Nemet ur mezvier, en hent don,
Ar pec’hed marvel ’n e galon.
Siwazh ! ’vit Ronan eo, marv
A-raok belegiañ ’n e vro…
****
Mard eo erruet kement-se,
Ra frealzo ’n Aotroù Doue !
Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.
Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?
Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.