Lizher evit he c’hoar
96 👁 0 ★
Pell ’on bremañ ha pell da viken ;
Na te, Janig koant, ne’m gweli ken.
’Vel ma c’hoar ez poa ma c’harantez,
Me da hini em boa marteze.
Janig ’oa mat evidon gwechall :
Ha pediñ ’ray ’vidon ’n ur vro all.
Ma komzan-me dimeus Annaig,
Ouzhin dezhi ne gomzi, Janig :
Se ’ve goul’ gant ur verc’h zigalon
Un dra galet nemet evidon.
Milliget an teodoù binimus
Ma lousajont gant ur vrud euzhus !
Na paotrig fall na diaoul ne oan :
Un aelig ’garen eus ar bed-mañ.
’Vit karantez hi n’en doa, siwazh,
Pa ’neus ma laosket war an hent bras,
War un hent hiroc’h ’vit an douar :
Rak ouzhpenn ’pado c’hoazh ma glac’har.
Tost ’omp d’an hañv-goañv ; hag an delioù
Gweñvet a zistag eus ar bodoù,
Ha gant an avel ’vefont berniet :
Evel an delioù me ’vo gweñvet.
’Ti ar re all prim ’teuer da gozh,
Primoc’h ’vit na gouezh er goañv an noz.
Pa bar an heol ’tigor ar bleunioù,
Ha ma heolig zo kuzhet em bro.
Ha pa zivarr ar gwez an avel,
Ouzh ’n avel ar maner hep skoazell.
Plijout ’rae din sellet o tiskenn
An heol skedus e-kreiz ur goabrenn,
’Kreiz ar c’hoabrennoù karget a c’hlav,
Evel ouzh ur palez gouelioù brav
’Vefent diframm ’met ’vit ma welfer ;
’Drek ar c’houmoul a zo ur sklêrder.
Ken ’lârfen ar baradoz digor
Pa zigor ar c’houmoulenn e zor.
Bepred ’karan sellet o tiskenn
An heol skedus e-kreiz ar goabrenn.
Ha da huñvre, Janig, un devezh
Ne gredez ket ouzhin-me kofes,
Hag en abadenn ’n den yaouank-se
Dalc’het soñj outañ ’barzh da ene :
Karantezus m’eo da blanedenn,
D’ar garantez keuz ne ve biken.
C’hoarvezout a ra ’wechoù, merc’hed,
D’an hini e galon ’neus gouestlet,
Evel ar gwenan d’al laeron mel
Laosket o flemmig ’rankont mervel.
’Wechoù ac’hane e ve gwasket ;
Evit yac’haat biken ne refed ;
Ha dre-se, Janig, he c’hoar, ’pedi
Evit ar paourig ken ne weli.
Na te, Janig koant, ne’m gweli ken.
’Vel ma c’hoar ez poa ma c’harantez,
Me da hini em boa marteze.
Janig ’oa mat evidon gwechall :
Ha pediñ ’ray ’vidon ’n ur vro all.
Ma komzan-me dimeus Annaig,
Ouzhin dezhi ne gomzi, Janig :
Se ’ve goul’ gant ur verc’h zigalon
Un dra galet nemet evidon.
Milliget an teodoù binimus
Ma lousajont gant ur vrud euzhus !
Na paotrig fall na diaoul ne oan :
Un aelig ’garen eus ar bed-mañ.
’Vit karantez hi n’en doa, siwazh,
Pa ’neus ma laosket war an hent bras,
War un hent hiroc’h ’vit an douar :
Rak ouzhpenn ’pado c’hoazh ma glac’har.
Tost ’omp d’an hañv-goañv ; hag an delioù
Gweñvet a zistag eus ar bodoù,
Ha gant an avel ’vefont berniet :
Evel an delioù me ’vo gweñvet.
’Ti ar re all prim ’teuer da gozh,
Primoc’h ’vit na gouezh er goañv an noz.
Pa bar an heol ’tigor ar bleunioù,
Ha ma heolig zo kuzhet em bro.
Ha pa zivarr ar gwez an avel,
Ouzh ’n avel ar maner hep skoazell.
Plijout ’rae din sellet o tiskenn
An heol skedus e-kreiz ur goabrenn,
’Kreiz ar c’hoabrennoù karget a c’hlav,
Evel ouzh ur palez gouelioù brav
’Vefent diframm ’met ’vit ma welfer ;
’Drek ar c’houmoul a zo ur sklêrder.
Ken ’lârfen ar baradoz digor
Pa zigor ar c’houmoulenn e zor.
Bepred ’karan sellet o tiskenn
An heol skedus e-kreiz ar goabrenn.
Ha da huñvre, Janig, un devezh
Ne gredez ket ouzhin-me kofes,
Hag en abadenn ’n den yaouank-se
Dalc’het soñj outañ ’barzh da ene :
Karantezus m’eo da blanedenn,
D’ar garantez keuz ne ve biken.
C’hoarvezout a ra ’wechoù, merc’hed,
D’an hini e galon ’neus gouestlet,
Evel ar gwenan d’al laeron mel
Laosket o flemmig ’rankont mervel.
’Wechoù ac’hane e ve gwasket ;
Evit yac’haat biken ne refed ;
Ha dre-se, Janig, he c’hoar, ’pedi
Evit ar paourig ken ne weli.
Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.
Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?
Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.