Gousperoù an Anaon I
168 👁 0 ★
Un nozvezh a viz gwengolo
’Oa tan ha kurun en neñvoù,
Ur gwall amzer, ’vel ’meus gwelet
En aod Penmarc’h hag e Keoded,
Ken ’krene log ar pesketaer
Ha krene mui e wreg e gêr.
’Kreiz al luc’hed hag ar c’hurun
Pa oan-me krog em c’hentañ hun,
Un huñvre deut eus Breizh-Izel
’Ziouganas ma bro o vervel.
An Arvor dilezet a-grenn
’Vel ar fav brein ’ribl an aven.
Ostizez Bear ’treuz he dor
A c’houlenne gant ar c’hoadour,
Gant ar c’hoadour o vont e kêr,
Glaou en e garr leun a seier :
- Ma den mat, o redek ar vro,
Klevet ec’h eus piv zo marv ?
Karrigell an Ankoù fenoz
Zo tremenet a-dreñv d’ar c’hloz.
- N’eo ket a-dreñv d’ar c’hloz, maouez,
Na kennebeut dre an hent reizh
Eo karr an Ankoù tremenet,
Dre an neñvoù ne lâran ket ;
Dindan bolz an neñvoù fenoz
’Oa trouz veur ’us da Goad-an-Noz :
An Ankoù krignet war e garr
Zo aet en-dro war-zu Bear.
Ha goude Bear, dre ar vro,
An Ankoù en deus graet e dro.
Brañsellet kloc’h an anaon
Ha ’kreiz pep iliz ar varvskaon,
Ar gouloù krog ouzh pep aoter,
Hep beleg, kolist na soner.
War ar bed ’vo ur gwall diroll,
Marteze Breizh zo ’vont da goll. -
Evel-se ’komze ar c’hoadour
D’an ostizez o kerc’hat dour.
A bevar c’horn Arvor neuze
’Oe war-sav ’n ur ober ul le,
Sonet ar varn ’vit Breizh-Izel,
Mont d’hec’h obidoù kent mervel
’Oe war-sav ar re ’oa Breizhiz
Evit mont da vez ar Kêr-Is :
Pevar, ha barzhed o fevar,
Unan eus Leon, den klouar ;
An eil a Dreger, ur paotr sonn ;
Un all a Gernev, tomm ’vel tonn,
Hag ur paotr gouez eus a Wened :
Pevar, ar re all Gallaoued.
Un dra vurzhudus e vije
Da welet ar pevar den-se,
D’o gwelet eno o fevar,
D’an hanternoz, e skeud al loar,
Dirak puñs Kêr-Is war an traezh,
’Kichen kêrig Douarnenez :
Ar mor ’vit arched Breizh-Izel,
’Vit gouloù ar stered uhel,
Hag evit beleg ’oa Doue,
Ha kanerien ar varzhed-se.
Neuze gant ur mordrouz bennak
’Oe damwelet o tont ur vag ;
Ha pa stokas d’an aod eno,
Eus an tramor ’oa, ur C’hembro.
Ha c’hoazh burzhudus kalz muioc’h
Da glevet o tiñtal ur c’hloc’h,
Ur c’hloc’hig o tiñtal ’n un tour
E tourioù Kêr-Is ’kreiz an dour.
Ha ’barzh ar mor glebiet e zorn
Ha graet sin ar groaz, paotr ’n Elorn
’Krogas ’n ur glemmvan e giz kozh,
Mut ar mor ha sioul an noz :
- Ab’oe an aelez milliget
Eus an neñv m’int bet diskaret,
Doue ’neus taolet o zelenn
D’an douar, ’vit hon c’hanerien.
Hag hon zadoù kozh evel-se
Pa oe dalc’het o bro oute,
Dindan ar gouelioù war ar mor
Treuz ar mor o tont en Arvor,
Ken klemmus hag an tonn ’kanent,
Ya, ha ’meulent Doue ’velkent.
Emgann alies o doe bet,
Ha mervel pep gwech m’ vije ret :
A-raok mervel ’youc’h ar bleizi,
Evel an er hon barzhed-ni.
En hon c’hozhni ma’z omp gwasket,
Eostiged Breizh ne davfont ket.
Eus an dud vat ne vo eñvor
Pa vo torret telenn Arvor.
Ha piv ’veulo Doue amañ
Pa vo aet Breizh-Izel ac’hann ? -
’Pad in exitu ar Vreizhiz
A diñte ar c’hloc’h e Kêr-Is.
- Nann, ma breudeur, eme un dall,
N’eo ket Arvor aet d’ar bed all ;
Ha mat ’ve lâret ar C’hredo
Hor boe desket gant hon zadoù .
Doue da gentañ, Breizh goude,
Gant feiz, fiziañs ha karantez ;
Ken gwir hag an heol lugernus,
Doue ha Breizh a zo padus ;
Keit ’vo war an aod un dolmen,
Hag a ziwano un dervenn,
An derv ’barzh ar c’hoadoù bras,
Ar brug e lanneg, hag ar groaz,
Keit ’vo ur groazhent en he sav
Hag uhel ar c’hleuz er parkoù,
Keit ’zrailho ar mor an avel,
Biken ne varvo Breizh-Izel. -
Ar re all ’lavaras Amen.
War ar Menez-Hom o tremen,
Ur baleer o klevout se
E brezhoneg, ne reas van de’ .
Evit an deirvet gwech, siwazh !
Kloc’hig Kêr-Is ’diñte ar c’hlaz,
A diñte ar c’hlaz diwezhañ,
’Vit Breizh ’oa darev da gouezhañ ;
Hag al loar ’guzhas ur pennad,
Amzer fall ’savas ur barrad.
Gant ar c’homm ’teue klemm ha trouz
’Vel ’ra ur c’hlañvour war e blouz.
Gwasket o c’halon d’ar re-mañ,
Miserere ’lâras unan,
Eñ ’lâras ur Miserere
’Vit e vroig a dremene :
- Tud vat, mar plij, ur bedenn verr
’Barzh an ti plouz hag er maner,
’Pep tu d’ar vro, d’an abardaez
’Lârit teir gwech ar C’hyrie,
Ur C’hyrie ’vit ar beorien
N’o deus na kerent na bro ken.
Soñjit ennomp ’n ho pedennoù :
Eus ’r mallozh Doue ho pellao ;
Evit ma n’erruo ganeoc’h
Bezañ distaolet a bep lec’h,
Na mont ha dont war zouaroù
’Lec’h ’vit bevañ n’ve ken ho tro ;
Ur bedenn d’ar re divroet
Evit d’ho tro ma n’ vefet ket.
Ni zo ’vel pemp a vugale
War-lerc’h o mamm ’oa aet un deiz,
War-lerc’h o mammig d’ar vered,
Hag int en o c’hañv ken mantret,
’N em daoljont er bez war he lerc’h,
Goloet o c’hwec’h ’n park ar c’herc’h.
Deomp-ni ne vo na keuz na kañv
Er bed fall-mañ ’zo ’vont d’an traoñ,
War bellaat eus ar baradoz
Ha war izelaat ’vel an noz.
Ra prim hon c’hemero Doue,
Re gwallet ha re skuizh ivez.
E Miserere echuet,
Kyrie teir gwech zo lâret.
N’eo duzed na korrigoù-noz
’Weler evel d’an amzer gozh,
Ar c’horrigoù en abadenn
O koroll en-dro d’un dolmen ;
Mar n’int korrigoù na duzed,
Eneoù paour ne lâran ket.
Eus a bleg ar mor ’savont holl,
N’eo ket ’vit c’hoari pe goroll
’Teuont ’maez gant o liñsel wenn
En o eskern ur grenadenn.
Ha neuze an anaon kaezh
Sioul, sioulik, dre an traezh.
En-dro d’an dour ar re beuzet,
Evel tud ar c’hañv d’an arched
’Pa ganer in paradisium,
Deus an aod betek Menez-Hom ;
Ha dirak toull-bez ar Gêr-Is
’Oe klemmganet de profundis :
- An Arvor zo aet da gousket,
Ac’hane ne zihuno ket ;
Ne zihuno ken hon mammig :
Lallazik, lalla, lallazik ;
Tavit ho korn-boud er menez,
Aet eo hon mamm war he gwele.
Ar re bremañ ’o do o zi
War zouaroù ar Vreizhidi
Gant enor m’o dalc’hfont bepred,
Rak an Arvor zo benniget ;
M’o dalc’hfont evel kristeien
En hon bered ’vefont zoken.
Pa ’vi dre an aod, baleer,
Kae gouestad, amañ e kousker ;
Gouestad ’vel ’kichen ur gavell,
’Vit na zihuni Breizh-Izel
A zo bet taolet ’maez he zi
Ha beuzet en aod ’vel ur c’hi ;
Gouestad, ha selaou, baleer,
Ha marteze ’klevi emberr,
Pa vo ar morvran tavet mik
E-kreiz ar mordrouz ur sonig :
Klemm an anaon ’vo hounnezh
Selaou son an anaon kaezh. -
Ar pedennoù peurlavaret,
Un alarc’h gwenn a zo lâret
’Oe gwelet, un alarc’h gwenn-kann
A-us d’ar mor o nijal skañv,
Skañv ha seder ’vel ur goulmig
Hag eñ ken lirzhin e vouezhig.
Ha diroget an oabl abred
Gant un darzh kurun hed-ha-hed,
Evit degemer un ene,
Ene ’n Arvor an alarc’h-se :
Eno ’c’hoarient sonioù kaer
’Vel ogroù iliz-veur Kemper.
- Lâr din-me, pesketaer, da biv
Al lestrig ’zo o vont d’an traou*. [traoñ]
- N’eo ket mare ar vordidi ;
Ar re-se pemp kenvreur ’int-i
Lakaet o mamm gante ’n he bez
O vont da glask o bez ivez,
N’eo ket tramor war an douar :
Nep douar n’guzhfe o glac’har ;
Ne stokfont en douar ebet,
E puñs ar mor don e vo ret.
Hag int ’vont e-biou, moarvat,
O kanañ ar Magnificat ;
Ar son-se betek hon rec’hel
Ha ’vo war rec’hel Breizh-Izel.
’Oa tan ha kurun en neñvoù,
Ur gwall amzer, ’vel ’meus gwelet
En aod Penmarc’h hag e Keoded,
Ken ’krene log ar pesketaer
Ha krene mui e wreg e gêr.
’Kreiz al luc’hed hag ar c’hurun
Pa oan-me krog em c’hentañ hun,
Un huñvre deut eus Breizh-Izel
’Ziouganas ma bro o vervel.
An Arvor dilezet a-grenn
’Vel ar fav brein ’ribl an aven.
Ostizez Bear ’treuz he dor
A c’houlenne gant ar c’hoadour,
Gant ar c’hoadour o vont e kêr,
Glaou en e garr leun a seier :
- Ma den mat, o redek ar vro,
Klevet ec’h eus piv zo marv ?
Karrigell an Ankoù fenoz
Zo tremenet a-dreñv d’ar c’hloz.
- N’eo ket a-dreñv d’ar c’hloz, maouez,
Na kennebeut dre an hent reizh
Eo karr an Ankoù tremenet,
Dre an neñvoù ne lâran ket ;
Dindan bolz an neñvoù fenoz
’Oa trouz veur ’us da Goad-an-Noz :
An Ankoù krignet war e garr
Zo aet en-dro war-zu Bear.
Ha goude Bear, dre ar vro,
An Ankoù en deus graet e dro.
Brañsellet kloc’h an anaon
Ha ’kreiz pep iliz ar varvskaon,
Ar gouloù krog ouzh pep aoter,
Hep beleg, kolist na soner.
War ar bed ’vo ur gwall diroll,
Marteze Breizh zo ’vont da goll. -
Evel-se ’komze ar c’hoadour
D’an ostizez o kerc’hat dour.
A bevar c’horn Arvor neuze
’Oe war-sav ’n ur ober ul le,
Sonet ar varn ’vit Breizh-Izel,
Mont d’hec’h obidoù kent mervel
’Oe war-sav ar re ’oa Breizhiz
Evit mont da vez ar Kêr-Is :
Pevar, ha barzhed o fevar,
Unan eus Leon, den klouar ;
An eil a Dreger, ur paotr sonn ;
Un all a Gernev, tomm ’vel tonn,
Hag ur paotr gouez eus a Wened :
Pevar, ar re all Gallaoued.
Un dra vurzhudus e vije
Da welet ar pevar den-se,
D’o gwelet eno o fevar,
D’an hanternoz, e skeud al loar,
Dirak puñs Kêr-Is war an traezh,
’Kichen kêrig Douarnenez :
Ar mor ’vit arched Breizh-Izel,
’Vit gouloù ar stered uhel,
Hag evit beleg ’oa Doue,
Ha kanerien ar varzhed-se.
Neuze gant ur mordrouz bennak
’Oe damwelet o tont ur vag ;
Ha pa stokas d’an aod eno,
Eus an tramor ’oa, ur C’hembro.
Ha c’hoazh burzhudus kalz muioc’h
Da glevet o tiñtal ur c’hloc’h,
Ur c’hloc’hig o tiñtal ’n un tour
E tourioù Kêr-Is ’kreiz an dour.
Ha ’barzh ar mor glebiet e zorn
Ha graet sin ar groaz, paotr ’n Elorn
’Krogas ’n ur glemmvan e giz kozh,
Mut ar mor ha sioul an noz :
- Ab’oe an aelez milliget
Eus an neñv m’int bet diskaret,
Doue ’neus taolet o zelenn
D’an douar, ’vit hon c’hanerien.
Hag hon zadoù kozh evel-se
Pa oe dalc’het o bro oute,
Dindan ar gouelioù war ar mor
Treuz ar mor o tont en Arvor,
Ken klemmus hag an tonn ’kanent,
Ya, ha ’meulent Doue ’velkent.
Emgann alies o doe bet,
Ha mervel pep gwech m’ vije ret :
A-raok mervel ’youc’h ar bleizi,
Evel an er hon barzhed-ni.
En hon c’hozhni ma’z omp gwasket,
Eostiged Breizh ne davfont ket.
Eus an dud vat ne vo eñvor
Pa vo torret telenn Arvor.
Ha piv ’veulo Doue amañ
Pa vo aet Breizh-Izel ac’hann ? -
’Pad in exitu ar Vreizhiz
A diñte ar c’hloc’h e Kêr-Is.
- Nann, ma breudeur, eme un dall,
N’eo ket Arvor aet d’ar bed all ;
Ha mat ’ve lâret ar C’hredo
Hor boe desket gant hon zadoù .
Doue da gentañ, Breizh goude,
Gant feiz, fiziañs ha karantez ;
Ken gwir hag an heol lugernus,
Doue ha Breizh a zo padus ;
Keit ’vo war an aod un dolmen,
Hag a ziwano un dervenn,
An derv ’barzh ar c’hoadoù bras,
Ar brug e lanneg, hag ar groaz,
Keit ’vo ur groazhent en he sav
Hag uhel ar c’hleuz er parkoù,
Keit ’zrailho ar mor an avel,
Biken ne varvo Breizh-Izel. -
Ar re all ’lavaras Amen.
War ar Menez-Hom o tremen,
Ur baleer o klevout se
E brezhoneg, ne reas van de’ .
Evit an deirvet gwech, siwazh !
Kloc’hig Kêr-Is ’diñte ar c’hlaz,
A diñte ar c’hlaz diwezhañ,
’Vit Breizh ’oa darev da gouezhañ ;
Hag al loar ’guzhas ur pennad,
Amzer fall ’savas ur barrad.
Gant ar c’homm ’teue klemm ha trouz
’Vel ’ra ur c’hlañvour war e blouz.
Gwasket o c’halon d’ar re-mañ,
Miserere ’lâras unan,
Eñ ’lâras ur Miserere
’Vit e vroig a dremene :
- Tud vat, mar plij, ur bedenn verr
’Barzh an ti plouz hag er maner,
’Pep tu d’ar vro, d’an abardaez
’Lârit teir gwech ar C’hyrie,
Ur C’hyrie ’vit ar beorien
N’o deus na kerent na bro ken.
Soñjit ennomp ’n ho pedennoù :
Eus ’r mallozh Doue ho pellao ;
Evit ma n’erruo ganeoc’h
Bezañ distaolet a bep lec’h,
Na mont ha dont war zouaroù
’Lec’h ’vit bevañ n’ve ken ho tro ;
Ur bedenn d’ar re divroet
Evit d’ho tro ma n’ vefet ket.
Ni zo ’vel pemp a vugale
War-lerc’h o mamm ’oa aet un deiz,
War-lerc’h o mammig d’ar vered,
Hag int en o c’hañv ken mantret,
’N em daoljont er bez war he lerc’h,
Goloet o c’hwec’h ’n park ar c’herc’h.
Deomp-ni ne vo na keuz na kañv
Er bed fall-mañ ’zo ’vont d’an traoñ,
War bellaat eus ar baradoz
Ha war izelaat ’vel an noz.
Ra prim hon c’hemero Doue,
Re gwallet ha re skuizh ivez.
E Miserere echuet,
Kyrie teir gwech zo lâret.
N’eo duzed na korrigoù-noz
’Weler evel d’an amzer gozh,
Ar c’horrigoù en abadenn
O koroll en-dro d’un dolmen ;
Mar n’int korrigoù na duzed,
Eneoù paour ne lâran ket.
Eus a bleg ar mor ’savont holl,
N’eo ket ’vit c’hoari pe goroll
’Teuont ’maez gant o liñsel wenn
En o eskern ur grenadenn.
Ha neuze an anaon kaezh
Sioul, sioulik, dre an traezh.
En-dro d’an dour ar re beuzet,
Evel tud ar c’hañv d’an arched
’Pa ganer in paradisium,
Deus an aod betek Menez-Hom ;
Ha dirak toull-bez ar Gêr-Is
’Oe klemmganet de profundis :
- An Arvor zo aet da gousket,
Ac’hane ne zihuno ket ;
Ne zihuno ken hon mammig :
Lallazik, lalla, lallazik ;
Tavit ho korn-boud er menez,
Aet eo hon mamm war he gwele.
Ar re bremañ ’o do o zi
War zouaroù ar Vreizhidi
Gant enor m’o dalc’hfont bepred,
Rak an Arvor zo benniget ;
M’o dalc’hfont evel kristeien
En hon bered ’vefont zoken.
Pa ’vi dre an aod, baleer,
Kae gouestad, amañ e kousker ;
Gouestad ’vel ’kichen ur gavell,
’Vit na zihuni Breizh-Izel
A zo bet taolet ’maez he zi
Ha beuzet en aod ’vel ur c’hi ;
Gouestad, ha selaou, baleer,
Ha marteze ’klevi emberr,
Pa vo ar morvran tavet mik
E-kreiz ar mordrouz ur sonig :
Klemm an anaon ’vo hounnezh
Selaou son an anaon kaezh. -
Ar pedennoù peurlavaret,
Un alarc’h gwenn a zo lâret
’Oe gwelet, un alarc’h gwenn-kann
A-us d’ar mor o nijal skañv,
Skañv ha seder ’vel ur goulmig
Hag eñ ken lirzhin e vouezhig.
Ha diroget an oabl abred
Gant un darzh kurun hed-ha-hed,
Evit degemer un ene,
Ene ’n Arvor an alarc’h-se :
Eno ’c’hoarient sonioù kaer
’Vel ogroù iliz-veur Kemper.
- Lâr din-me, pesketaer, da biv
Al lestrig ’zo o vont d’an traou*. [traoñ]
- N’eo ket mare ar vordidi ;
Ar re-se pemp kenvreur ’int-i
Lakaet o mamm gante ’n he bez
O vont da glask o bez ivez,
N’eo ket tramor war an douar :
Nep douar n’guzhfe o glac’har ;
Ne stokfont en douar ebet,
E puñs ar mor don e vo ret.
Hag int ’vont e-biou, moarvat,
O kanañ ar Magnificat ;
Ar son-se betek hon rec’hel
Ha ’vo war rec’hel Breizh-Izel.
Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.
Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?
Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.