Marv ar c’houer

115 👁 1 ★
  Un nozvezh a viz mae steredennus ha splann,
En e di plouz, e-kreiz ur chapelig gwenn-kann,
Job « kreñv » zo astennet, dinerzh da virviken,
E dud en-dro dezhañ, divuzul o anken, [1]
Frealzet koulskoude o soñjal ez eo bet
Penn-da-benn e amzer den mat hag eeun-meurbet,
O soñjal eo aet kuit gant bennozh e Zoue
Hag eo bet e varv ken kaer hag e vuhez.

  Du-hont, e lein an ti, tro-war-dro d’an oaled,
Dirak ar c’hlaouiadenn gaerañ m’heller gwelet,
E vignoned a varn ’treze a vouezh izel
Ar c’houer dispar, kouezhet ’vel un den a vrezel,
Kouezhet ’kreiz e labour, ’kreiz e nerzh hag e vrud,
En ur stourm ’vit bara ha ’vit eurvad e dud :
« Biken, e lavaront, biken ne vo kavet
Ur galon ken tener en ur c’horf ken kalet,
Ur mestr ken mat d’ar paour, ken reizh ouzh ar mevel,
Un teod ken flour da gomz ha ken fur da devel.
E frailh a zistone spontus war al leurioù ;
An’veout a raemp holl e vodenn er c’hleuzioù, [2]
E vamm c’havreg er park hag e daol falc’h er prad.
Den a nerzh, a furnezh, a zorn hag a lagad,
Skouer vat ar Gristenien hag ar gwir Vrezhoned,
Job « kreñv » a chomo bev dre goun e vignoned.
Alies e savo e gaoz en nozvezhioù
’N ur vutunat e-tal an tan, hag a-wechoù,
’Tro an abardaez-noz, ’vo gwelet marteze
E skeud bras ha didrouz o rodal dre aze. »

  Setu dispak an deiz lugernus ha lirzhin,[3]
Hag an heol ur wech c’hoazh a zeu da vousc’hoarzhin
Ouzh ar c’houer ’neus keit all c’hwezet ha labouret
Dindan mignoniezh e vannoù alaouret.
  Bernioù tud, deredet a bevar c’horn ar vro,[4]
A gimiad gant ur pok diouzh an hini marv
En ur ouelañ dourek, ken ma teu an arched,
Ha setu dremm Job « kreñv » da virviken koachet.

  Evit dougen e vestr e stager ouzh ar c’harr
Ar marc’h ’vije gantañ o treiñ tu d’an douar,
Hag a seblant ivez, teñval ha kozh e benn,
Goût a belec’h zo deut ken kañvus goueladenn.[5]
’N em gavet ar beleg, e tibrader kerkent :
Rak ar vourc’h a zo pell, ha digompez an hent.[6]
  Ha kuit ar paourkaezh Job digant ar gêrig koant
’Lec’h ma veve pell zo dibreder ha dic’hoant ;
Digant e dud, digant e draoù, digant e di,
Digant an edoù kaer ’oa e sell d’o mediñ,
Digant ar pradoù glas leun a c’hwezh-vat bleunioù,
Hag an evned a gan hed-a-hed ar c’hleuzioù.
  Biken ne zistroio dre eno da vale :
Noz ha deiz ’vo bremañ kousket en ur gwele,
En ur bez toullet don e goueled an douar,
’Lec’h ma vo e-unan, dall ha mut, ha bouzar.
  Hogen, dreist e gorf paour, pa vo aet e poultrenn,
Karantez ar re vev n’ehano ket da ren :
Bokedoù an eñvor a savo ’us d’e benn,
Kaeraet gant an daeroù, ar glizh hag ar bedenn ;
Ha mouezh kuñv ar c’hleier, gwech-ha-gwech o kanañ,[7]
A luskello ar c’houer en e gousk diwezhañ.

  Met pa varv, unanig kollet er milieroù,
Ur Breizhad dian’vez dre vraster ar c’hêrioù,
’Ve kaset gant e dud ha daou, tri amezeg,
A-hed ar ruioù hir, diseblant ha trouzek,
Pellañ ma ve gallet, ’lec’h ne zeuio biken
D’e gaout na son kleier, na pedenn nag anken.


[1]Ds E dud en-dro dezhañ beuzet en o anken,

[2]Ds An’vezet e vije e vodenn er c’hleuzioù,

[3]Ds
An heol ’teu da c’hoarzhin ’vit ar wech diwezhañ,
’Raok ma’z ay en noz yen du-hont da ziskuizhañ,

[4]Ds
Ha bernioù tud kañvus a bevar c’horn ar vro
Erru da gimiadañ gant an hini marv,
Ken ma tegouezh un den ha gantañ un arched,

[5]Ds Goût a belec’h zo deut kement a oueladenn.

[6]Ds Rak ar bourk a zo pell ha divalav an hent.

[7]Ds Ha mouezh kuñv ar c’hleier, gwech-ha-gwech o tiñsañ,


Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.

Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?

Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !

Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.
HAUT