J’ai publié ci-dessous certaines œuvres de la littérature bretonne. Elles ont été écrites en breton. Si tu peux le parler, sens-toi libre de tout lire. Sinon… apprends-le, c’est une langue merveilleuse ! Si VRAIMENT tu ne veux pas l’apprendre, choisis une autre langue ci-dessous.
Il y a 271 textes disponibles pour l’instant, ce qui te donne beaucoup de choix, et une chance de trouver le texte qui te rendra heureux ou qui changera ta vie, qui sait ? ...Ce qui nous amène à la grande question : comment s’y prendre pour trouver le texte qui nous convient ? Il y en a beaucoup ! Bien, je pense qu’il vaut mieux avoir plusieurs moyens d’y parvenir :
Klevet hoc’h eus d’an diskar-amzer, E-kreiz an nozvezhioù teñval, Pa lamm ar mor bras dreist ar reier, Pa vez an avel o yudal, Klevet hoc’h eus, e traoñ d’ar menez, Ur jabadao ken kounnaret, Ma ro d’ar spered spont hag enkrez ? Tec’hit diouzh ar c’horriganed.
Dorn-ouzh-dorn a-dreuz ar bodennoù, En ur zañsal, en ur ganañ, Ez eont da glask er gwenodennoù,...
En amzerioù kozh-gwechall Pep korn a Vreizh ’oa ur marvailh : ’Oa ket ur poull nag un hent don N’Dije o duz, o c’hornandon ; ’Oa ket ur c’horn en ur barroz Hep korred ha lutuned noz.
En amzer nevez a renomp O c’hlask en aner a refomp : Bonapart gant e ganolioù ’Neus o skarzhet diwar ar vro.
Ar c’horr, al lutun hag an duz Zo aet ’b’oe pell amze...
Me zo ganet e-kreiz ar mor Teir lev er maez ; Un tiig gwenn du-hont em eus*, [W em es] Ar balan ’gresk e-tal an nor Hag al lann a c’hol’* an avaez. [c’holo] Me zo ganet e-kreiz ar mor, E bro A...
En amzer goloet gant an deñvalijenn, ’Barzh an amzer gozh-gozh, ’raok an amzer gristen, Ken kozh, ken eo kollet diouti an eñvor, Moarvat nebeut amzer goude dic’hlann ar mor ; Gouenn veur ar C’heltied, savet ’barzh an Azi, ’Ziskennas d’an Europ da glask douar ha ti.
Ganet ’n ur vro e-lec’h e oa c’hoazh an doare Deus an tadoù kentañ, kelennet gant Doue, Noe hag A...
Bihan ’vel ur c’hwibuenn a-zindan ar c’hoabr glas, En draonienn, er menez, pe c’hoazh war ar mor bras, An den, petra ’c’hallfe talvezout war an douar ? Daoust hag ar soñjezon a nij eus e spered Ne c’hallfe ket pignat dreist an heol, ar stered, Betek ur sklêrijenn ha n’he deus ket he far ?
Eus a vil vloaz da vil vloaz pa weler ar reier O chom hep uzañ tamm a-zindan ...
Degasit din, m’ho ped, mignoned, Va zelenn gozh evit mervel ; Marteze, ’raok ma ’m bo peursonet, E teuy an Ankoù da’m gervel ; Degasit atav Va zelennig vrav ’Meus ganti keit all c’hoarie...
Noz eo. Sioul an deñvalijenn. A vare da vare, c’hwitelladenn ur marc’h-du, er pellder. Va c’heneiled a gousk, dianken. Ar c’housked a bella ouzh va orilher, Perak ne gouskan ket, ’vel ma ra ar re all ?... Petra a vir ouzhin ?...N’ouzon ket. Va daoulagad a sell dirazo, difiñv, Hag a glask war ar voger skeudennoù an amzer gwechall. Gwasket eo ...
Perak genel, Doue, peogwir n’eo ar vuhez Nemet ul luc’hedenn o tremen war ar bed ; Peogwir n’eo nemet tristidigezh, Ha teñvalijenn hag anken ? Perak d’ar sklêrijenn ’tigor hon daoulagad, Peogwir ’vent, peurvuiañ, leun a zaeroù c’hwerv ? Perak e valeomp dindan an oabl garv, War hentoù leun a spern, i ruziet gant hor gwad ?
El liorzh broutac’het, ar rozegoù A stou d’an douar o bleunioù limestra ha divi. El liorzh broutac’het, ar bleunioù Zo stouet ha difiñv, evel pa vezont o pediñ.
E poultrenn an alezioù... mezv Gant heol tomm pe wad berv, Al labousedigoù en em dag etrezo, Gant c’hoant en em barat.
En oabl skedus ha goret e pign ur goumoulenn : Koumoulenn ruz... Ha glav h...
Bemnoz, kerkent ha ma veze ar gouloù war enaou, em c’hambr dizarempred e nije ur valafenn, hag e c’hoarie er sklêrijenn, bemnoz, bemnoz, evel va huñvreoù.
E sklêrijenn o krenañ e krene an eskell, ha bemnoz ha bemnoz, e tenesae dibreder ouzh ar sklêrijenn c’hell, ar valafenn noz.
Henozh emañ pellgent an deiz kentañ eus ar bloaz, an deiz kentañ eus ar bloaz mat ; ra viro an Aotroù Doue maouez ha gwaz diouzh anken ha kalonad.
A-hed an amzerioù tremenet pe da dremen, ha koshoc’h e vezomp goude ur bloavezh all, pirc’hirined dizesk ha dall, mibien reuzeudik mab-den ? Nann, ne goshaomp ket dre ma’z eomp war an oad. Eus hon derou henañ da ...
Pa zigor en hentoù ar bleunioù a garan, e kan, er beure hañv, ar balafenned gwenn.
En hentoù gwaskedet, brizh-heoliet o leton, - gwenan o safroniñ, eostiged o kanañ - e frond tanav ar gwezvoud, e nij ar balafenned, ar balafenned hañv.
E kammigellont dibreder, en hentoù a garan.
E c’hoariont en heol, a vleuñv da vleuñv, a-hed ar c’hleuzioù,...
Me ’wel !... Me ’wel ! Strilh Doue war gein an Denelezh. Ar glann hag ar morioù a zo ruz gant ar gwad. Gwad war c’hornog, gwad war greiznoz ; gwad e kreisteiz hag e reter : hounnezh a zo ur binijenn, a-wael ! Jed da bec’hed bremañ, Europ, diouzh gleur-ifern an tanioù-gwall : skopet az poe war Zremm doueel ma C’hrist e kroaz ha setu deut eur ar C’hastiz. Eur al lazhadeg hag al lorc’...
AN DELENN Sav alese, barzhig ; tenn din eus va c’halon Ar veuleudi gaerañ hag al lirzhinañ son.
AR BARZH Na perak kanañ ken ? - ’Rafemp ket gwell ehan Peogwir den, pa ganomp, ne selaou ouzh hon c’han ? Koulz eo terriñ diouzhtu va fluenn disec’het Ha mougañ ’vit ur wech da vouezh ankounac’het. Trubard eo ar bed hol...
Gant ur galon rannet ha kazi displet, E teuan da’z kaout, va bro gaer Breizh Izel, Douar an Arvor em eus un deiz dilezet, En un taol penn, evit redet a-bell ; Soñjet em boa gounit un devezh, da’m zro, Un anv bras hag e pep lec’h brudet, Siwazh ! gwelloc’h e ve bet din chom em bro, Atav dinamm, eürus ha kuzhet.
Rak er c’hêrioù, dirak an dud c’halloudus Em eu...
Devezhioù kaer an hañv, evel gwechall adarre, A laka levenez er galon, er maezioù, Ha koulskoude, siwazh ! me ’ranko, da bep beure, Atav skuilhañ daeroù.
Rak n’he gwelin ket mui, prim ha gae ’vel ul labous, O vont e-kreiz an heol, a-dreuz ar geot tener ; E kornig ar vered eo kousket br...
En-dro d’an daol-vaen, ar varzhed, Barzhed Keltia zo bodet. O Dublin ! O Dublin ! Nag a joa zo ennout : Leun eo ar c’halonoù gant ar feiz en darvoud. Kleze Arzhur ha banniel ar Gorsedd ...
Un den evurus betek e zaou veud Zo dindan roched pep portezer bleud. ’Vel-se ’oa, pe dost, lavar kozh gwechall, Mar ne blij ket deoc’h... gwiskit-eñ ’hent-all !
Malañ da c’hoant Per, malañ da c’hoant Paol A zo ur vicher na reer ket dre-holl ; Da vent pep hini skrivañ ha rimal, Un taol chañs, hennezh zo ken dibaot-all !
Piv eta ne welas, war lein ar menezioù, Arzhur, ar Roue meur hag e dud a vrezel ? Arzhur n’eo ket marv. Lemmomp hon c’hontellioù, Da droc’hañ ’n hualoù ’zo e treid Breizh-Izel… Barzhed, dornatit ’ta kerdenn an Delenn dir, Sonerien, c’hwezhit ’ta en ho sac’h-binioù : Breizh a zo disparlet, dihunet eo ’vit gwir. - Arzhur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoazh marv. ...
Dleout ’ran dit, Brizeug, bezañ ur gwir Vreton : Te ’c’heus, pa oan bugel, stummet din ma c’halon. Savet ’veldout ivez pell deus trouz ar c’hêrioù, Gwellañ plas a gaven gant da sorc’hennadoù ! Da guzulioù ken fur ’renas ma c’hentañ oad ; Biskoazh ’neus dislivet warnon an Ermaeziad.
’N ez levr « ar Vretoned », ken bev ! pebezh burzhud ! Me em eus an’vezet ha karet m...
Nozvezh skrijus-meurbet ma welis o vervel Va Dous vuiañ-karet, Evel ur gwall huñvre, da soñj a chomo pell Em c’halon, gwriziennet.
En despet d’an holl boan a gemere noz-deiz Ur...
Tu peux aussi trouver ci-dessous quelques textes choisis qui sont rangés par thème principal, comme l’amour, la nature, l’histoire etc. D’accord, j’avoue que c’est moi qui les ai choisis, et que cela peut donc être considéré comme mon choix…
Tu peux même trouver ton auteur favori ci-dessous. Si tu ne sais pas lequel d’entre eux est ton auteur favori, clique ici et là : tu vas certainement finir par le rencontrer. Si il (ou elle) n’est toujours pas là, attends : on accueille régulièrement de nouveaux arrivants !
De façon plus classique, j’ai listé ci-dessous tous les livres disponibles. Tu les trouveras ordonnés par nombre de likes avec quelques informations (auteur, pays, date, genre). Cela peut t’être utile si tu veux lire un livre entier.
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.