Adtro Brizeug IV
90 👁 0 ★
Dleout ’ran dit, Brizeug, bezañ ur gwir Vreton :
Te ’c’heus, pa oan bugel, stummet din ma c’halon.
Savet ’veldout ivez pell deus trouz ar c’hêrioù,
Gwellañ plas a gaven gant da sorc’hennadoù !
Da guzulioù ken fur ’renas ma c’hentañ oad ;
Biskoazh ’neus dislivet warnon an Ermaeziad.
’N ez levr « ar Vretoned », ken bev ! pebezh burzhud !
Me em eus an’vezet ha karet ma gouenn-dud.
’N ez fealidigezh me zo ’n em an’vezet ;
An hent ’lec’h e kerzhan, te ’c’h eus eñ diskouezet.
’Vel ur walenn zister, e-kreiz ur chadenn vras,
A dro hag a zistro, m’her gra ivez hep gloaz ;
’N em blegañ ’ran ivez ’vel m’eo din-me dleet,
Met birviken ne vin gant bec’h ebet torret.
O ma breur hen Brizeug, abostol didamall,
Ra vo meulet d’anv amañ hag er bed all !
’Lec’h e vevez bremañ, er Gwenved lugernus,
Pa sellez ouzhomp-ni, ha te zo eürus ?
Petra ’lâr Taliesin hag an holl varzhed vat
Pa zegouezh de’ distreiñ war Vreizh o daoulagad ?
Spered Brizeug :
Ni a vo en ho touez, eur an emgann sonet,
O Bretoned kaezh harluet,
Biskoazh tostoc’h ho trec’h ne oa bet c’hoazh gwelet.
Pa lak an Ankoù ar siell
War hon bez, hon spered a sav, a denn-askell,
’Lec’h ’mañ anaon Breizh-Izel.
Dimeus kelc’h ar Gwenved, ’lec’h ma ene ’savas,
Davedoc’h pleget gant ar gloaz,
Evit mesaat an tan, me zo diskennet c’hoazh.
Deus ar c’helc’h stouvet d’an ankoua* [ankouezh]
An amzer dremenet ’n em zisplegas a-bezh
Da’m spered leun a levenez.
Ma labour, ganin-me barnet ken marc’had-mat,
A ziwane, ’vel ar greun mat,
E-touez ar minerez, hag e donder ar c’hoad.
Telenn ar barzh Taliesin,
- Ma lec’h zo n’e gichen hag e kichen Merzhin, –
A grene a joa ouzh ma glin.
E lez Arzhur, dirak marc’heien didrec’hus,
Gwisket e dir ha lugernus,
E kanis Breizh, ma bro, gant ur vouezh kalonus.
An daoulagadoù ’oa gleb-dour,
Daoulagad ar varzhed, ha rae pep brezelour
Estlammet gant an delenn aour.
Emaint o tont : klevit ar mammoù o skrijal
E ti pinvidik, e ti paourañ :
Hennezh ’vezo un drud*, zo bugel o ouelañ [ur gouron].

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.
Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?
Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.