D’ar varzhed eus ar C’hreisteiz II
103 👁 0 ★
Ur vro, ’zo bet lâret din-me,
Ur vro zo e tu ar c’hreisteiz,
’Lec’h an dud a zo eürus,
Rak an amzer vat zo padus ;
Ar vro-se ivez ’ribl an dour,
Ar mor-se bepred glas ha flour,
Glasoc’h ’vit brozh en abadenn
Ha flouroc’h c’hoazh evit seizenn ;
Dre an tonn ’n aezhenn ’ra stadig
’Vel d’e ankene* ur floc’hig ; [un drester]
Ha pa c’hwezh an aezhenn glouar,
Drev a rez an houl d’an douar,
’Lec’h er gwez kammed an delioù
Ne weñvezont*, nag ar bleunioù ; [ne weñvont]
Ar bleunioù bepred zo kempenn,
Hag eno ’tiskuizh ar gwenen*. [gwenan]
Ul liorzh dre-holl ’larfen-me,
Avaloù aour, ha glas ar gwez :
En neizh-se an evned zo drant,
Hag ar merc’hed ivez zo koant,
Ken koant, ken koant, Aotroù Doue,
Ken na gredfen sellet oute.
D’o feunteun santel r’hallfen mont,
’Lec’h d’ar pardon holl a zeuont,
Ha neuze ’klevfen ar varzhed
O kano o gwerzioù brudet,
Laouen ’vel ar gwennili ’nij,
Ha muioc’h ar mordrouz na blij :
Ar baradoz ’lârfen eno,
Ma ne vije keit eus ma bro.
- Paotr-karr, war an tu all d’al lenn
Ha ne welan ur verc’hig wenn ? -
Ur verc’h o kannañ ’traoñ an dour,
Gwenn he sae, ha blev melen aour.
- Ha ne glevan ur vouezh ivez
A lâr kanaouenn an aelez ? -
Mouezh ar plac’h yaouank a glevez
A lâr kanaouenn ar Werc’hez ;
Kollet amañ eus a bell bro
D’he bro yen a lâr kenavo,
Hag a c’houl’ pe bremañ mervel
Pe gwelet ur wech Breizh-Izel. –
Deus eta, merc’hig, ’n da vro yen
E bro an derv, tost d’ar Porzh-Gwenn.
Ur vro zo e tu ar c’hreisteiz,
’Lec’h an dud a zo eürus,
Rak an amzer vat zo padus ;
Ar vro-se ivez ’ribl an dour,
Ar mor-se bepred glas ha flour,
Glasoc’h ’vit brozh en abadenn
Ha flouroc’h c’hoazh evit seizenn ;
Dre an tonn ’n aezhenn ’ra stadig
’Vel d’e ankene* ur floc’hig ; [un drester]
Ha pa c’hwezh an aezhenn glouar,
Drev a rez an houl d’an douar,
’Lec’h er gwez kammed an delioù
Ne weñvezont*, nag ar bleunioù ; [ne weñvont]
Ar bleunioù bepred zo kempenn,
Hag eno ’tiskuizh ar gwenen*. [gwenan]
Ul liorzh dre-holl ’larfen-me,
Avaloù aour, ha glas ar gwez :
En neizh-se an evned zo drant,
Hag ar merc’hed ivez zo koant,
Ken koant, ken koant, Aotroù Doue,
Ken na gredfen sellet oute.
D’o feunteun santel r’hallfen mont,
’Lec’h d’ar pardon holl a zeuont,
Ha neuze ’klevfen ar varzhed
O kano o gwerzioù brudet,
Laouen ’vel ar gwennili ’nij,
Ha muioc’h ar mordrouz na blij :
Ar baradoz ’lârfen eno,
Ma ne vije keit eus ma bro.
- Paotr-karr, war an tu all d’al lenn
Ha ne welan ur verc’hig wenn ? -
Ur verc’h o kannañ ’traoñ an dour,
Gwenn he sae, ha blev melen aour.
- Ha ne glevan ur vouezh ivez
A lâr kanaouenn an aelez ? -
Mouezh ar plac’h yaouank a glevez
A lâr kanaouenn ar Werc’hez ;
Kollet amañ eus a bell bro
D’he bro yen a lâr kenavo,
Hag a c’houl’ pe bremañ mervel
Pe gwelet ur wech Breizh-Izel. –
Deus eta, merc’hig, ’n da vro yen
E bro an derv, tost d’ar Porzh-Gwenn.
Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.
Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?
Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.