D’ur c’henvreur II
109 👁 0 ★
Setu ur soudard war e wele,
Un dallig evel-henn a glemme :
- Dirak ar marv ne spontan ket,
’Lec’h ne c’hortozer n’eus spont ebet ;
Ha n’em bo keuz ’bet ouzh ma buhez,
Pa ne zo den en deo keuz din-me.
D’an dud doaniet e teu divalav,
Divalav din-me ’teu an Ankoù,
Evel war ul leur ar gourener
’Zo ar c’hreñvañ ’gemer e amzer.
Gwelit ar gistinenn re zarev,
Eus ar wezenn emberr hi ’gouezho
Ha ’vo dastumet war ar c’heotenn,
Me ’vo moustret gant ’n dremenerien.
Na keuz kennebeut da’m gweled vat,
Pa ne zistroin da di ma zad
’Lec’h ’garen sellet heolig Doue,
Pa ne oa kuzhet ma heolig-me.
Keuz ebet. Met ur beleg santel
Hogen ’c’houl’an-me a-raok mervel,
’Vit na dremenin ket ’vel ur c’hi :
Ha gant Doue ’in, pa n’in ganti. -
Ken enkrezet soudard a Vro-Chall,
Ken e freuze kalon ar re all.
Ne zeuas ket un tad kofesour,
Me ne lâran ket ur verc’hig flour ;
Kofesour n’eus ket troadig ken skañv ;
Hag un aezhenn vat war an dud klañv,
Pa zeuas eno an dimezell
Hag he liv erc’h-gwenn war vez un ael,
Pe ’vel ar bleunioù en ur vro yen
’Lec’h an avel goañv ’c’hwezh da viken.
D’he div c’hoar en ur skuilhañ daeroù
E lâre un nebeud a gomzoù :
- O klevet hemañ em eus truez,
Truez ha glac’har ’leizh ma ene,
O klevet hemañ o kimiadiñ,
Rak eus Bro-Chall ’meus soñj, emezi.
Daeroù ’skuilhe ’vel ur Vadalen ;
Ar yaouankañ ’komzas evel-henn :
Diwezhad, ma c’hoar, eo kaout truez,
Ar glac’har pa ve kou’et en ene.
Un deiz ’tiwiski da yaouankiz
’Vel da vrozh kaerañ e nevez giz
D’an abardaez, goude ar gouelioù.
Glas ’int bet, ’raok gweñvañ, an delioù ;
Pa gouezhont, eus ar c’hoad ’teu an holl :
Ha pa’z ay da yaouankiz da goll,
Dit an dud yaouank ne gounfont ken.
Neuze, ma c’harig, ar binijenn. -
Ar verc’h yaouankañ ’gomzas ’vel-se,
Hag he mouezhig leun a garantez.
Un dallig evel-henn a glemme :
- Dirak ar marv ne spontan ket,
’Lec’h ne c’hortozer n’eus spont ebet ;
Ha n’em bo keuz ’bet ouzh ma buhez,
Pa ne zo den en deo keuz din-me.
D’an dud doaniet e teu divalav,
Divalav din-me ’teu an Ankoù,
Evel war ul leur ar gourener
’Zo ar c’hreñvañ ’gemer e amzer.
Gwelit ar gistinenn re zarev,
Eus ar wezenn emberr hi ’gouezho
Ha ’vo dastumet war ar c’heotenn,
Me ’vo moustret gant ’n dremenerien.
Na keuz kennebeut da’m gweled vat,
Pa ne zistroin da di ma zad
’Lec’h ’garen sellet heolig Doue,
Pa ne oa kuzhet ma heolig-me.
Keuz ebet. Met ur beleg santel
Hogen ’c’houl’an-me a-raok mervel,
’Vit na dremenin ket ’vel ur c’hi :
Ha gant Doue ’in, pa n’in ganti. -
Ken enkrezet soudard a Vro-Chall,
Ken e freuze kalon ar re all.
Ne zeuas ket un tad kofesour,
Me ne lâran ket ur verc’hig flour ;
Kofesour n’eus ket troadig ken skañv ;
Hag un aezhenn vat war an dud klañv,
Pa zeuas eno an dimezell
Hag he liv erc’h-gwenn war vez un ael,
Pe ’vel ar bleunioù en ur vro yen
’Lec’h an avel goañv ’c’hwezh da viken.
D’he div c’hoar en ur skuilhañ daeroù
E lâre un nebeud a gomzoù :
- O klevet hemañ em eus truez,
Truez ha glac’har ’leizh ma ene,
O klevet hemañ o kimiadiñ,
Rak eus Bro-Chall ’meus soñj, emezi.
Daeroù ’skuilhe ’vel ur Vadalen ;
Ar yaouankañ ’komzas evel-henn :
Diwezhad, ma c’hoar, eo kaout truez,
Ar glac’har pa ve kou’et en ene.
Un deiz ’tiwiski da yaouankiz
’Vel da vrozh kaerañ e nevez giz
D’an abardaez, goude ar gouelioù.
Glas ’int bet, ’raok gweñvañ, an delioù ;
Pa gouezhont, eus ar c’hoad ’teu an holl :
Ha pa’z ay da yaouankiz da goll,
Dit an dud yaouank ne gounfont ken.
Neuze, ma c’harig, ar binijenn. -
Ar verc’h yaouankañ ’gomzas ’vel-se,
Hag he mouezhig leun a garantez.
Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.
Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?
Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.