Enor d’ar brezhoneg !

136 👁 0 ★
Brezhoneg, yezh santel, dit e fell din kanañ
Eus a greiz va c’halon va meuleudi granañ :
Ra nijo da c’herioù sonus war va zelenn
’Vel richan an eostig diwar veg an dervenn !

Keit ha m’heller toullañ noz an amzerioù pell
E klever da gomzoù gant kounnar o sevel,
Komzoù pounner, krozus, garv ’vel ar Gelted,
O tiruilhal gante dreist ar pobloù spontet.

Ar Gelted ’oa neuze baleerien ar bed,
Tud lorc’hus ha kadarn, uhel ha kreñv-meurbet,
Dispak o blev melen war o divskoazh ledan,
Ha leun o lagad glas a sklêrder hag a dan.

Yezh an trec’h ’oas neuze : da vouezh-te, pa voude,
A rae da bep mouezh all izelaat he fouge ;
En argad, pa lintre klezeier ’vel luc’hed,
Te ’hope didruez : « Gwa d’an neb ’vo trec’het ! »

Yezh ar spi, te ’lake da splannat en dremmwel
Dirak ar c’hadour, skuizh o stourm betek mervel,
O font noz-deiz dindan yenijenn pe dommder,
Broioù pinvidigezh, eürusted ha kuñvder.

Te ’ziskoueze dezhañ en tu-hont d’ar mor glas,
En tu-hont d’ar vuhez, d’an anken ha d’ar c’hloaz,
Ar Wenva dudius, leun a sonioù telenn,
’Lec’h ma ren war an dud varv Konan Melen.

Ehanet da vale, pa gavas hon zud kozh
Douar o degemer e Breizh-Veur ha Bro-Saoz,
Te ’blegas da ganañ spered taer ar varzhed,
Te ’lakaas ar gelenn war vuzell an drouized.

Pa gouezhas ar walenn war chouk ar Vrezhoned,
Tec’het betek Arvor o broad forbanet,
Te ’zalc’has gant da vouezh gwechall d’o frealziñ
E-giz ur mignon kozh chomet feal d’o zi.

Ab’oe ’z eus tremenet meur a zarvoud e Breizh,
Bet warni bep eil tro meur a vac’her direizh ;
Ha biskoazh n’eus gallet hini ’bet eus oute
Dre nerzh na dre gildro kaout an trec’h warnout-te.

Kantvedoù zo gwintet an eil dreist egile,
Aet rouantelezhioù da heul o rouanez
En islonk ’lec’h ma rank splujañ kement ’zo bet ;
Ha te war o dismantr bev-birvidik bepred !

Met, o vezañ treuzet kement all amzerioù,
Ez out deut da vezañ soñjer ’vel hon zadioù.
Karget a ouiziegezh hag a skiant prenet,
D’hon lod eus da gomzoù ’vel puñs an Tremened !

Pa gaver un ti kozh, ur voger, ur wezenn,
Testoù digomz war draoù goloet a vougenn,
’Vit o harz da gouezhañ, da fregañ, da vervel,
Poan ebet ne ve start na priz ebet uhel.

Hag e lezfemp a’nout, baleer-bro dispar,
Den kozh leun a furnezh, prezeger helavar
Diwar-benn hon gouenn dud test gwir ha lagadeg,
Da vezañ minellet gant paotred ar galleg ?

Nann ! daoust da chilpadenn tammoù chas kounnaret,
N’eo ket deut c’hoazh an deiz ma vi-te douaret,
Mezelour lugernus spered hon c’hendadoù,
Hag a dalv hiroc’h deomp eget an holl vadoù !

Keit ha ma vo kalon o lammat en hon c’hreiz,
Da garantez ’vo stag ennomp ouzh hini Breizh ;
Hag hon c’halon, mar be diganeomp dilamet,
A vo kavet atav evidout entanet.

Yezh santel, dalc’h eta da vleuniañ war hon bro
’N un daol, ’vel mel gwenan, da c’hwezh-vat tro-war-dro,
Dalc’h da son war gerden nerzhus an telennoù,
Dalc’h eñvor hon zud-kozh e-deun hon c’halonoù.

Me ’c’houl’, pa ziskuizhin em gwele diwezhañ,
Avel guñv Breizh-Izel ’us da’m fenn da c’hwezhañ
’Vit degas da’m skouarn, ’hed an holl amzerioù,
O va brezhoneg kaezh, trouz karet da c’herioù !

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.

Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?

Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !

Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.
HAUT