Talitha, Cumi
113 👁 0 ★
(Marc, V, 22 et seq.)
A-c’houde ar beure e kerzhent dre ar glizh
Ha bremañ heol kreisteiz a save plom en aer ;
Redek a rae ar c’hwez war dal an Diouganer
Hag huan an hentoù a c’hol’e* e dreid skuizh. [c’holoe]
Degouezhet gant al lenn : « Treuzomp », eme ar Mestr.
An Daouzeg a lakaas ar ouel, hag int d’o hent.
Ar c’hlizhenn a gane er fardaj dre ma’z aent,
Ar mor a voke flour da vourzhelloù al lestr...
Douaret o deus. Ar vag a zo skoet war an traezh.
Met anavet eo bet a-bell : a-boan eo tizh
Ar Mestr sevel ar wenodenn du-hont, kentizh
A bep kornad ar bobl a zered gant hiraezh.
Ha mil mouezh war un dro a hud mil hozanna
Ken e kren ar c’herreg eus an aodoù gante...
Ouzh pep unan Jezuz a gomz gant karantez ;
Met emberr diraktañ un den a zaoulina :
« Mestr, kurun ar gwalleur zo kouezhet war ma zi.
Yairous eo ma anv, ha n’em eus ’met ur plac’h,
Ha skoet eo bet hiriv d’ar c’hleñved hag a lazh.
O ! Deu’t, hag astennit ho torn a-us dezhi,
Ha ma merc’h a savo hag a vinc’hoarzho c’hoazh.
Mestr, ne’m dilezit ket, me ho ped, en eur-mañ ;
Deu’t a-benn, n’en deo ket gwall-bell ac’hann amañ,
Re ziwezhad e vo mar gortozit warc’hoazh ! »
Hag ar bobl a bede hag a youc’he « Ya, ya !
Kae gantañ ! gwell d’e verc’h ! » Ha Jezuz a lâras :
« Sav. Karet ’out gant Doue, rak da feiz a zo bras :
Da verc’h a vo gwellaet dezhi tuchant. Me ’ya. »
Eürus ha leun a c’hrad, Yairous da sevel.
En abeg d’ar bare* kerzhet a raent goustad [mor a dud]
Newazh, dre hir monet e teraouent tostaat ;
Pa zegouezhas davet Yairous ur mevel :
« Deut ’on diaraok deoc’h gant un nevezted garv,
Mestr, ne dalv ket ar boan reiñ stourm d’an Diouganer.
Graet hon eus ar pezh a c’hellemp, met en aner...
Diwezhet eo an traoù... Ho plac’hig a zo marv ! »
An tad ne sonas grik, mouget en e anken,
Met war e zremm daeroù a zivere didrouz...
Jezuz neuze : « Ne zoujez ket, o Yairous,
Donet a ray en-dro da vout yac’h - kred hepken. »
Hag int en ti. An ouelerezhed a hude,
A zifronke, ’n em stoke ouzh ar gabeled*, [gwele evit ar re varv]
A rae safar... - Jezuz a chomas da sellet :
« Ar plac’h-mañ n’eo ket marv, emezañ. Kousket eo.
Lârit d’holl ar re-mañ mont er-maez, hag arsav
Gant o youc’hadennoù. » Yairous a sentas.
Neuze Mab Doue ’savas e zorn hag a dostaas
’N ur gemenn : « Talitha, cumi. - Ma merc’hig, sav ! »
Hag ar plac’h da sevel ha da gerzhet...
Er porzh,
Dindan pok ar c’huzh-heol, ar bleuñv en em serre,
Hag ar bobl daoulinet a gane : « Trugarez,
Klod d’an Hini ’zo mestr ar marv hag an dasorc’h ! »
Met Jezuz a bellaas tre an aod, arselin ;
An Daouzeg a gerzhe war roudoù o Aotroù ;
An heol da guzh, en oabl, a lede e sae ruz :
Du-hont, ar bobl a oa atav war he daoulin...
***
O Jezuz, o Jezuz ! Poan hon eus, ni ivez,
Ur galonad kalet a zo ret deomp gouzañv,
Rak ar verc’h a garomp hag a ouzit hec’h anv
Zo ’vel marv, ha n’hellomp he sevel a-nevez.
Ur plac’h dispar e oa, c’hoantaet gant ar rouanez ;
Holl he doa : bravite, glanded ha yaouankiz,
Ha setu-hi dalc’het bremañ d’un droug iskis,
Setu-hi kollet deomp... ha n’hor boa ken danvez !
Rak ar verc’h a reomp kañv dezhi a zo hor Bro
Breizh, o deus he lakaet, Mestr, war he gabeled :
A-c’houde devezh pell ar frankizioù kollet
Gourvezet eo, dinerzh, ha tamm n’en d-a en-dro.
War-dro dezhi ivez e klevomp o trouzal
An ouelerion rakris* emañ gaou o glac’har... [pilpous]
Met C’hwi, Mestr, an hini ’zo aze, C’hwi he c’har :
Perak n’astennit ket ho torn-Doue war he zal ?
O Jezuz, o Jezuz ! Ar feiz hon eus, newazh :
Ni ’gred ez oc’h Mab-Doue, ar C’hroueour, ar Salver ;
Ni zo ar re a sav bepred ha pa c’halver
Da gann evit ho kroaz. Dec’h a zo kred d’warc’hoazh.
Ni zo ar re a sailh, hep sellet, en argad,
Ha pa ve lâret deomp, eus ho perzh, emañ ret ;
Ni zo ar re ez oc’h o roue dreist-holl karet,
Ar re a gerzh, uvel, dindan ho taoulagad ;
Ni zo ho Preizhiz paour... Deu’t enta, deu’t enta,
Mall bras eo, n’hellomp mui gortoz, deu’t, o Jezuz !
Gant ur gomz, kasit pell an ouelerion drouzus
Ha lârit d’hor bro varv : « Sav... Cumi, talitha ! »
Hag hor bro diskaret a zihuno afe,
Adnevezet he nerzh, adkavet he spered ;
Hi a ginnigo deoc’h hec’h arioù torret,
Hag estlammiñ a ray ar Bed kozh gant he feiz !
1913

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.
Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?
Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.