Gwerzenn ar Marv

108 👁 0 ★
« ...Quare de vulva eduxisti me ?...

« ...Putredini dixi : Pater meus es, et « soror mea » vermibus »
(Job, X, 18 ; XVII, 14)

« ...Eno coff ha queyn ez breiny.
Treyt ha penn, hac ez dispenny.
Lagat ha fry ha goaziet. »
(Poèmes bretons du Moyen-Âge, Buhez mabden, p. 230)


Ne ran ’met huanadiñ war-lerc’h ar marv... Ar marv !
Pa oan bihan, m’e spurmante ’vel un dra c’harv.
Ne greden ket, nann, e c’helle den e c’hervel :
Ha bremañ c’hoant em eus, naon em eus da vervel !

Pegoulz e teuy en-dro ma c’hig da vout ludu ?
Pegoulz e tiskennin e donded ar bez du ?
Pegoulz, pegoulz e vin krignet gant ar preñved
En ur c’hozh toull, ’barzh ur vered dizanavet ?

O ! Bout mac’het dindan c’hwec’h troatad douar pounner !
Breinaat didrouz en deñvalded, pell diouzh an aer,
Bout marv-mik !... Huñvre mat ha dous, huñvre karet,
Joa a lakez em c’halon baour hag em spered.

Neuze e tiskuizho ma c’horf brevet d’ar boan.
Mont a reer da repoz er gwele goude koan :
War-lerc’h koan ar vuhez, er bez e tiskuizhin.
Ha, ’vit lañjer, douar ha geot em bo war ma c’hein.

E-pad ma vin ’vel-se kousket yen-skorn eno,
’Us da’m fenn marv ar c’hantvedoù a dremeno ;
Rod an amzer a droy atav en ur hudal...
Met me ne welin mui ar c’hoari : me ’vo dall.

Galvet e vin marse gwech a ve gant ma zud,
Met ne eilgerin tra dezhe, rak me ’vo mut ;
Gant trouz festoù ar Bed ’c’hello krenañ an Douar,
An trouzioù-se n’o selaouin mui : me ’vo bou’ar.

Me ’vo dall, me ’vo mut, me ’vo bou’ar, me ’vo brein !
A-hed-kaer e m[a] bez, un hun pounner a rin*, [W rein]
Hun hep huñvre, e sol un nozvezh hep trenoz,
Er peoc’h !... Er peoc’h !... Er peoc’h !...
      - Met perak ha penaos ?

Penaos e kanan-me war un ton ken beunek ?
Gerioù a zic’hoanag n’en deo ket brezhonek !
Pe walleurioù enta em eus bet, ha pe zroug ?...
    - Pe zroug ? Siwazh, siwazh, ma c’halon en em rog* ! [W roug]

Ganet ’on er glac’har, mab d’ar C’hentañ Pec’hed :
Douget em eus ma c’hroaz a-c’houde, hed-ha-hed,
Hed-ha-hed, heuliet ma hent rust hep ’n em glemm,
Hag ar glac’har atav em fike gant e flemm.

Ya ! Skoet en deus ar gwalleur dall war ma c’halon,
Skoet a-dreuz hag a-hed, hep truez ’vel ul loen*. [W lon]
Dindan e daolioù puilh ma fenn em eus pleget,
Leun a zaeroù, gant an anken hanter vouget.

Siwazh ! Dec’h e ouelen, hiriv e ouelan c’hoazh ;
Gouelañ a ran henoazh, me ’ouelo forzh, warc’hoazh,
Noz na deiz ne c’hellan ehanañ da ouelañ,
Daeroù a zo ma c’hoan, ha ma hun, ha ma lein.

Mallozh da’m deiz kentañ ! Mallozh war e sklêrder !
O Breinadur, ma mamm, o preñved, ma breudeur*, [W breudér]
Deu’t, hiraezh em eus deoc’h, hastit ! ’Vel ul liñsel,
Gronnit-me holl eus ar c’hlopenn betek ar seul* ! [W sél]

Petra a ran, truek, er bed-mañ a zaeroù ?
’Vel Job an den santel, ez on war deil ar c’hraou,
N’em eus netra, n’en don netra. - Mall eo da’m eur* [W ér]
Seniñ, mall eo d’an Ankoù kozh dont da’m c’hemer !

Ma divhar a horjell evel re unan mezv,
Leun ’on a soñjoù sot... Liammoù, liammoù,
Ne vezot ket enta torret ?... O ma ene,
Sailh er-maez a ma c’hreiz ha nij e sol an neñv* !... [W né]

Rak, n’eo ket war ma c’horf hepken e hirvoudan.
’Vit kastiziñ pec’hed ar c’hentañ tad Adam,
Glac’haret eo eneoù* paour e vugale, [W inéañùeu]
E pep lec’h ma kerzhont ar Boan zo etale.

Er-maez a zour ar mor n’hell ket bevañ ar pesk :
Mor ma c’harantezioù zo bet kaset da hesk ;
Aet ’int kuit, holl ar re a greden e’m c’harent,
Ma dilezet o deus ma-unan er pe’ar-hent.

Goulioù diavaez, goulioù diabarzh :
Penaos e talc’h’fes d’ar vuhez, paourkaezh barzh ?
Ar marv hepken a c’hell reiñ dit peoc’h ha repoz :
Penaos d’ar marv karet nepas kornal ur poz ?

En emgann pemdeziek den ne ro din an dorn.
A sizhun ma buhez pa vo deut ar sadorn,
Pa’m galvo an Ankoù, flourikus ’vel ur c’hi,
E vougenn* digiget a bokin gouez dezhi ! [chot]

« Arsav, eme ar Bed, gant tristezh da gomzoù.
Da bep poan, plijadur ha c’hoarzh a zo louzoù ;
Gwellaat a rint ivez da gleñved mar karez :
Ev ganeomp gwin ar joa er werenn karget rez ! »

- C’hoarzhin ? P’en deo ma skoaz flastret dindan ar bec’h,
Ha p’en don mac’hagnet korf ha spered, a-bezh ?
C’hoarzhin !... ’Vel-se e ra meur a unan, da’m oad*. [W oed]
’Met me, me, ha gallout a rafen ? - Bed amoed !

Kalon mab-den a zo ur varrik dizeunet :
Kaer he deus plijadur war blijadur donet,
Hag ar Bed he beuziñ en e joaioù follañ,
War ar gaezh voull-fank-mañ birviken ne vo leun* ! [W lan]

Neuñv enta, Bed, e lec’hid lous da blijadur ;
’Vidon, glan e chomin diouzh he c’housiadur,
Ha ne glaskin konfort, em zreboulioù euzhus,
Nemet diouzh treid ma Doue, ma Doue madelezhus...

...Met c’hoantaat a ran ’tav, hirvoudus, an Dilamm,
Ma’z ay ma eskern paour, kammet da ugent lamm,
Da gousket er c’harnel betek deiz ar Barnour,
- An deiz-se e savo ma c’horf leun a enor* - ; [W inour]

Ha ma c’hello m’ene*, skañvoc’h ’vit an avel, [W inéañùeu]
En tu ’rall eus ar marv tarnijal divarvel,
Da vout, kuitaet dezhañ ar bed-mañ yen ha strizh*, [W streh]
Eürus da virviken...
      Doue, etre Ho tivrec’h !

      Kergonan, 1907

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.

Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?

Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !

Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.
HAUT