Gweledigezh II
112 👁 0 ★
Reter, Reter ! Du-hont bemdez e sav an heol.
Du-hont ivez, en amzer gent, en deus mennet
Genel an Heol doueel, Gouloù ar broioù holl.
Met an Heol-mañ warnout n’en deus ket c’hoazh splannet :
E pe gornad da zouar n’azeuler ket an Diaoul,
O Reter paour ar baganed ?
Me ’wel o tremeniñ warnout ar prantadoù...
Hag hep na sav hini da vont war e roudoù,
Brevet e gorf d’ar skuizh hag e galon d’ar gloaz,
War venezioù Azi Jezuz a stlej e groaz.
Me ’wel Bed ar Re-zu. O Afrik dilezet,
En da goadegi don nag a gevrinoù lous !
’Vidout ivez newazh ar Mestr en deus komzet
Gwecharall. Met n’ec’h eus ket klevet. Heñvel ’out* [W ous]
Diouzh ul leon divennozh ha ne gomz na ne glev*, [W gleu]
Un deñvalded diaoulek a c’hol’* da ene paour* : [c’holo]
Pegoulz e tigori da lagad d’ar Gouloù* ? [W Gouleu]
O, hast ! Rak deiz ar Varn a dosta da bep eur.
Siwazh ! Ael du ar Marv, ’out heudet ’n e ardoù,
Bugale ar Gwir Doue war da zouar a zo rouez...

E gouelec’hioù Afrik Jezuz a stlej e Groaz*. [W Groéz]
Kristof, Douger ar C’hrist, da zizoloas gwechall,
Amerik, ha pagan e oas ;
E gwez da goadeier eñ ’lakaas ar vouc’hal
Da sevel, war da zouar, ar Groaz.
War e lerc’h, ar Mor Bras zo deut da vout kanol :
Gwelet ’c’h eus o tont davedout*, [W devadous]
Evit da aourgleuzioù pinv’ig ha da neñv dous,
Mibion ar Saoz hag ar Spagnol.
Ar Gwir Doue a ziskou’ent heuli e lezennoù. [ziskouezent]
Met tamm-ha-tamm, ’n o c’halonoù,
Ar Feiz, ar Garantez, ar Goanag zo marvet :
Aoterioù all o deus savet.
Gwa d’an neb ’ra ’velte ! Rak du-hont ne zougont* [W zougant]
Mui bri ’met d’ur mestr : an arc’hant.
Al leue aour a vez leun gante e nevedoù,
Bep eur war e dreuzioù e kreska an engroez...
Hag hep na sav hini da vont war e roudoù
E kêrioù Amerik Jezuz a stlej e Groaz*. [W Groéz]
Bet ’out kristen en amzer gent,
Europ kozh goloet* a c’hloazioù : [W goleit]
Met ankouaet az poe an hent,
An hent a gas d’an ilizioù.
Ar Frañs, o luskellat ur c’havell hep krouadur,
A gane ur sonenn bagan d’ar Blijadur ;
Pep bro ne oa enni ’met deul* etre breudeur*. [querelle, W breudér]
Hag an Den-Gwenn a Rom a oa du e breder,
Rak e pep lec’h ’rene an Droug, splann pe guzhet.
O Europ kaezh, kousket e oas en da bec’hed ;
Goap a raes diouzh ar Salver ha diouzh e c’hras :
Ha setu deut ar Brezel Bras !
Setu an enklask ruz war ar Gwir hag ar Gaou ;
Setu dek pobl taolet ’kreiz al lazhadegoù,
Dek bro baour diwadet bet’ an diwezhañ lomm,
Setu kanolioù gouez o skopiñ melloù-plom*, [obuzoù]
Listri hobregonet o skarzhiñ ar morioù ;
Setu kañvoù, ha tan, ha dismantr er c’hêrioù ;
Sed an douaroù pinv’ig troet da vout karneled :
Sed ar Gristeniezh diboblet !
O kelanoù an dud yaouank war ar bratell !...
- Hag anzav ’ri, bremañ, Doue hag e Gomz santel,
Europ, ha gwalc’hiñ ’ri ’n da wad da bec’hedoù ?...
Siwazh, siwazh ! Me ’wel e chomi ’vel ma oas :

Dre hentoù ruz Europ Jezuz a stlej e Groaz...

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.
Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?
Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.