’n ur gemer ar vicher I
113 👁 0 ★
27 Eost 1915
Lamet hon eus eus ar Bourget da greiznoz. War-dro pemp eur e tihunomp e Pierrefonds (Oise). Hag hir pe verr e oa an hent, n’ouzomp ket.
Ur bannig dour war ma daoulagad, hag e sellan tro-ha-tro deomp.
Roud ebet n’en deus c’hoazh eus an heol, daousto dezhañ bout dihun un hanter-eur en hon raok. Ar c’hentañ tra a welan a zo kastell Pierrefonds, a sav e dourioù e-mesk al lugenn, ’vel ur weledigezh eus an oadoù marv. A bep tu dezhañ, koadeier ha koadeier en em leda, soublet el lugenn ’int ivez. Na dousat eo ar beure-mañ...
Hag e soñjan emañ ’vit miriñ da vibion hor mibion dremmweloù ’vel hennezh ez eomp-ni du-mañ davet ar glav-plom, ’vit an douar, ’vit ar gwez, ’vit ar c’hastell. Douster beureoù Frañs an hini eo a zifennomp bep beure eus ar brezel-mañ. Rak disevenidi ar vro-boch ne oufent ket ober gante : war ar c’hastell diskaret buan, un « uzin » bennak a aozfent ; hag ar c’hoad-mañ roet deomp gant Doue ne vefe mui klevet a-barzh ’met trouz gouez rodoù pe morzhol, e-lec’h kanenn an evned benniget. Soudard ma bro, n’ouzez ket pegen bras ’out : kann a rez ’vit miriñ diouzh ar Gened da vervel.
Met n’en deo ket ’vit prederiat war gastell pe goadeg ez omp amañ. Ha ni en hent.
P’en deuit war hentoù ar brezel da glask ar rejimant ez oc’h bet kaset davetañ, ar c’hentañ tra a gavit en arbenn deoc’h a zo ar c’hirri. E ti-gar Pierrefonds ur c’harr bihan a daolomp hor pakoù a-barzh. Mont a reomp war droad da Rethondes, ar c’harr diaraok deomp. Iskis eo hon tremenadeg : un douzeniad kaderion o vont war-lerc’h ur c’harr goloet. Heñvel eo ganeomp bout oc’h ambroug ur marv. C’hoarzhin a reomp war ar mennozh-mañ...
Ha newazh emañ gwir marse. Marse e oa e gwirionez un interamant e oan a-barzh ar beure-hont, hag e heulien, hep kompren, kelan ma amzer gent, arc’h ur yaouankiz tonket dezhi gant Doue chomel er c’hoadegi tost da Gompiègne da c’hortoz diwezh ar Varn-Veur. - Doue a oar. E ivoull santel ra vo graet !
Kentizh lamet a Bierrefonds, mouezh ar c’hanolioù a glevomp. Bremañ e kerzhimp war ar c’hanol, ’vel ar Rouanez war ar Sterenn.
Kemeret em eus e Rethondes kirri-rejimant an 318vet a glasken. Gante e tapan Choisy-au-Bac.
Merennet deomp, ha merennet mat, ur c’harr arall a bignan a-barzh. Hennezh a’m c’haso betek al linenn-tan, a-dreuz da Goadeg-an-Aer ha da Goad Sant-Mard.
E koad Sant Mard emañ rann-linenn ma rejimant. Ar c’horonal, a zo e vurev en ur c’hozh tamm koumanant, a’m staga diouzh an 20vet kompagnunezh.
An 20vet kompagnunezh a zo el linenn gentañ. Un den da’m ambroug hag ez an daveti.
Emañ teir eur.
Un tammig war-lerc’h e klevan ’vit ar wech kentañ a-us da’m fenn c’hwitelladenn ar boledoù. Kouezhañ a reont mat war-dreñv deomp, nikun war hor c’hleuz-ni. Ha ne bad ket pell ar grogad. Koaniañ a reomp e peoc’h hag ez an da gousket goude, rak skuizh ’on. Div nozvezh zo n’em eus ket serret ma daoulagad kerkoulz lâret.
’Vel mestr ur rann (section) ul lojig bihan em eus ’vidon ma-unan. « Gourbi » a reer anezhañ e galleg..., en arabeg ivez. Karout a ran ma lojig-douar. Ur gwele-kamp, un tamm plankenn da zerc’hel lec’h an daol, ur gador plouz deut eus un ti bennak, setu ma glouestroù. Eürus ’on aze ’vel en ur palez.
...A-beban e teuont din, ar soñjoù ez on en un taol gronnet dezhe, a ma ijin-spered hepken, pe a sol ar bezioù yen-skorn a gousk enne ludu ar Gourdadoù ? Heñvel eo ganin ne ran ’met kenderc’hel diouzh ur vuhez deraouet pell-zo. Gwele, taol, karter-noz, betek ar bara poazhet ’vit padañ, pep tra a anavan, koun em eus a bep tra... Marse... unan bennak a ma zadoù a zo bet kadour ’veldon, marse, hag emañ e ene a zihun em ene...
N’en deus ket d’ober da doullaat ken don en amzer. Mab ur moraer ’on ; martolod ha kadour zo breudeur a vicher. Ar c’hounioù a za din henoazh a zo re ar mizioù tremenet din war hentoù dispar an Atlanteg, p’en d-aen gant bagoù paour ma bro da valeiñ ma glac’har dre ar mor. Trouzioù ar mor, trouzioù ar brezel ! Hag ar stered, en noz, a luc’h ur seurt war un argoll. An hevelep kanennoù a c’hellan ober gante, hag e rin, rak setu int, goustad, goustad, o pignat a sol ma c’halon, ar pozioù a vourremp diouzh o lâret en nozioù-hont eus an hañv, e-pad ma c’hoarie ar pesked a bep tu d’ar vag, er mor lampr, - gwerzenn an Den da garter :
Sonet eo hanternoz, huchet zo : Da garter !
Huchet zo : Da garter !
Deomp-ni bremañ war ’r pont da basiñ peder eur.
...An amzer a zo kaer, ar mor hep houlennoù,
Ha ni war an dañjer a savo kastelloù.
Ober kastelloù Spagn hep biskoazh o gwelet,
A vo pare da gouezh kentizh ’vel bout savet.
Ne vern ket. Greomp atav. An amzer a baso
Ha ’vel ur redadenn an noz a dremeno.
Setu deut ar momant da gaoliat war ’r pont :
Deomp bremañ a spered d’ar gaezh broig vreton.
Daousto deomp bout ken pell, me ’gav din he gwelet
’Vel pa vemp o pesiñ ’n he C’hourev* benniget...» [Coureaux e galleg, nom du bras de mer qui sépare l’Ile de Groix du continent]

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.
Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?
Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !
Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.