An dihun keltiek IV

90 👁 0 ★
          En-dro d’an daol-vaen, ar varzhed,
          Barzhed Keltia zo bodet.
O Dublin ! O Dublin ! Nag a joa zo ennout :
Leun eo ar c’halonoù gant ar feiz en darvoud.
     Kleze Arzhur ha banniel ar Gorsedd
          Ha Korn Hirlas, o levenez !
          A lugern hirie ’barzh an aer
                War c’hlazenn an Ti Kêr.

          Ar varzhed zo deut a bell vro,
     Darn deus a Gernev-Veur, hanter varv, -
          Met pehini ’savo d’he zro ; -
          Darn deus ar Skos ha Breizh-Vihan,
          Ha darn all deus enezenn Man ;
          Darn all, dreist-holl, bezint meulet !
          Deus Bro-Gymru, gwellañ barzhed !
          Ar bobl, entanet he lagad,
          A sell, oc’h adgenet, ar Gwlad.
          En e greiz e lamm e galon :
          Dont ’ra dezhañ nerzh ul leon.

          Joa hag esper ! Addihunet
          Ez eo gwad kozh ar C’heltied !
          ’Vel ar sabr, en Nevez-Amzer,
          Er c’hoadoù hag er parkeier,
          ’Ro buhez nevez d’ar glazur,
Hirie, d’ar C’heltied, ar c’houn ’ro magadur.

     Pelloc’h eget an dremmwel douarek,
          E donder an amzer da zont,
     Pep hini ’wel ar vroad keltiek
          ’Lec’h ne vo dienez na spont.

Skouer an unvaniezh dispaket dirakañ,
          A zigor frank spered ar bobl,
          Rak dorn-ouzh-dorn e wel amañ
Mab ar paour hag ar priñs, ar bourc’hiz hag an nobl.
          Pell deus spered ar gouennoù all,
               Pell emañ hon spered ;
          Ha gwa evite mard int dall,
               Ni zo sklêrijennet.
          Breudeur ’omp holl, pinv’ik ha paour,
               Ha ’barzh ar c’huzulioù
          N’eo ket muioc’h Penner-an-Aour
               ’Vit Penner-an-Druilhoù.

          Noblañs ’omp holl, bras ha dister,
          Dre gozhni ha glander hon gwad,
          Ha dre onestiz hon esper,
                Gouestlet d’ar mad.

          Adskoulmet eo an neudennoù
          A heuilh an hent e-kreiz an noz
Ha ni a ya bremañ da sevel, er bannoù,
Pa ’mañ ar gouennoù all o tiskenn en o foz.

***

          An arc’hdrouiz, gwisket e gwenn,
          Ur c’houzougenn aour ’n e gerc’henn,
          - Ken gwenn e vlev ! En e veurder,
     Eñ ken heñvel ouzh an Doue Krouer ! -
Teir gwech en deus goul’et, e galon strafuilhet,
     « - Ha peoc’h a zo etre ar C’heltied ? »

          - Ya peoc’h a zo, an holl vouezhioù
          A gas d’ar bed holl ar c’heloù.
Selaouit Keltied Breizh-Izel ha Breizh Veur,
          C’hwi, re ar Stadoù-Unanet,
Ha c’hwi holl divroet, war ar bed stlabezet,
               Setu sonet an eur.

          Dirak spered hon gourdadoù
A heuilh a’nomp dre-holl a-dreuz ar c’hantvedoù,
     ’Us d’ur maen-hir, gwir arouez an Hirbad,
          An holl varzhed, en ur bodad,
O deus savet o dorn an eil gant egile.

Ya, sonet eo an eur, rak setu graet al le.

          Graet eo al le evit biken !
     War ar maen-hir zo merket pemp lodenn
          Evit aroueziñ ar pemp bro
          O deus graet souzañ ar marv.

Bremañ ouzh ar maen-hir hon gouenn a zo heñvel :
          An tan, ar glav hag an avel,
          An amzer hag an Drouk-Spered,
          Netra n’he gwallo ken nepred.

          Savet eo bremañ ar mallozh
          Kouezhet war ouenn ar C’heltied ;
          Daou vil bloaz zo ’oamp e gortoz :
          Setu ar pardon diskennet.

          - O Krouer ar bed, pegen pell
          Ez omp chomet ’barzh an islonk !
Met te, Holl-C’halloudek, te eo seder da sell,
          Dirak ar joa hag an difronk…

          « - Gwa d’an hini a goll e hent
Hag a ya war ziskenn en Abred trubuilhus.
Ret e vezo dezhañ sevel ’vel diagent
’Vit gounit ar furnezh hag ar joa hirbadus.
          Laket em eus a’nout er bed
          Ken pell deus ar fall hag ar mad,
          Met libr ’out da wellaat da stad
                Dindan lezenn ar Red. »

War an douar ledan, gwir eo ’omp stlabezet
          Met a-raok mont da vroiata,
An unvaniezh-mañ ’zle bezañ da gentañ
          Un unvaniezh a spered.

          Goude ’teuio an hini all
          Hag e c’hounezfomp adarre
          Ar galloud a golljomp gwechall
          An deiz ’oa rannet hon c’hevre.

          Soñjomp ez omp ar peurvuiañ
          Diberc’hennet deus hon danvez ;
          Labouromp adalek bremañ
          ’Vit e adgounit a-nevez.

- Touet hoc’h eus barzhed, dirak ar re varv,
Dirak an Arc’hdrouiz, dirak kleze Arzhur,
Bout ’vel ar varzhed kozh o doa ’n o dorn ar stur :
          Leaned ar gwir hag ar vro.

Tu lis un texte qui a été écrit en breton, alors n’oublie pas que la littérature bretonne est comme toutes les autres : elle a son propre génie et son propre goût.

Ceux-ci peuvent être très différents de ceux (français, anglais…) dont tu as été imprégné à l’école. La littérature bretonne doit-elle être tenue en piètre estime pour cette raison ?

Aussi, rappelle-toi combien il peut être vain de comparer une littérature à une autre. Prends les textes comme ils sont, bonne lecture, et profites-en bien !

Une idée ? N’hésite PAS à me contacter, quelle qu’elle soit. Bien que je ne sois pas wonderwoman (et qui sait après tout ?), tu pourrais être surpris.e.
Les textes ci-dessus sont tous dans le domaine public selon la loi française (70 ans à compter de la mort de l’auteur), mais fais attention car d’autres lois peuvent étendre le délai de protection.
Sens-toi libre d’utiliser les textes pour quelque fin que ce soit, mais mentionne ce site, s’il te plaît ! Bien sûr, je remercie tous ceux qui me rapportent les erreurs et les imprécisions qui peuvent se glisser.
HAUT